Pajenn:M. Abgrall - Bragou kenta Kelly, Feiz ha Breiz, 1912.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —


Pa oa achu ar chapel, ar misioner hag e dud a en em lakeas da zevel eur c’hardi pe gabanen all : hepman oa an ti-skol ; an holl bôtred deus ar geriaden a ioa galvet da vont di, ha Kelly a ieas ive da heul ar re all ; eno avat en devoa eur zouezen ; hen ar paoura deus bugale ar geriaden, hen hag a veze a re atao el leac’h ma tigoueze, a veze gouzanvet er skol, ouspen zoken, lôsket e veze da azeza var ar bankou, ha da boent ar pred en deveze e lod evel ar re all ; ne c’helle ket kompren mad eun dra ken dishenvel dious ar pez en devoa gwelet beteg neuze, ar pez a gomprene avat eo ez oa karet gant an tad hag ar mestr skol hag e oant mad evitan ; teuler a rea eves deus ar pes a lavarent ha senti a rea outo. Evit doare er c’horfik dister-ze e oa eur spered lem ha bolontes vad, rac aben eun nebeud miziou, Kelly ar bihanna deus ar skol en em gavas er penn araok deus ar skolaerien.

Eun deves ar mestr skol a lavaras d’e bôtred e vije fouge ennan ma karfent lavaret d’o zud lakât dezo pep a vragou da zont d’ar skol ; en dro-ma hor c’hanfart bihan a zirollas da c’hoarzin ; biskoas n’en devoa klevet netra ken drol. Lakât eur bragou ? Deus a beleac’h diana en divije eun dra ken kaer ze ? Evitan kaout eur bragou a ioa beza pinvidik mor ; ne oa er geriaden nemet tri hag o divije brageier ; ar chef en devoa unan, ha ne lakea nemet diou pe deir gwech ar bloas, gant ar mestr skol e veze unan atao, o nak hennez a dlie beza pinvidik ; ha gant an tad marteze e oe unan ive dindan e zae zu, ia, mes an tad a ioa eun den gwenn, hag ar re wenn a ioa tout tud pinvidik a zonje ar pôtr ; evitan e c’hellet credi a gendalc’has da redet dizolo kaer e grochen dindan an heol bero ; e durbanik a hispilloune en dro dezan evel eun tam pillou.

Eun tachad a ioa m’oa digouezet ar misioner er vro, pa oue digaset dezan eul lizer deus kear benn an enezen ; peurliesa e veze trist, mes pa en devoa lennet al lizer e teuas da veza laouen ; musc’hoarzin a rea outan e unan ; en deves varlerc’h e oue gwelet eun toullad dougerien o tigouezout, ganto daou gassed bras ; an tad a lavaras lakât anezo en unan deus al lochennou ; neuze gand pres ez eas da gerc’hat eur morzol da zigeri ar c’hassed brasa ; ar baotred a en eun vodas holl en dro, ha Kelly ar