Pajenn:M. Abgrall - Ar Roue Grallon nag an doctor Laennec, Feiz ha Breiz, 1920.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 203 —


Da echui ar gouel, e Kemper, e oe eur banked ha, da fin pred, unan euz ar re a oa e penn ar gouel a lavaras eur gontaden vrao a lakeas an holl da c’hoarzin hag a oe kavet ker koant ma eo bet moullet en derveziou warlerc’h en unan euz a gazetennou Paris : setu hi aman e brezoneg evit lennerien Feiz ha Breiz.

* * *

Breman ez eus eun nebeut amzer e oa e Kemper eun derveziour koz a reat Jozek anezan ; daoust d’ezan da jom e kear, e touge atao dilhad diwar ar meaz, eun tog ledan voulouzet hag eur jupen glazek ; Jozek a gare eun tammik e vannik, mes morse ne veze mezo ; tomedik, tomedik, netra ken, ha neuze e parlante outan e-unan dre ma ’z ea gant e hent ; an dra-ze ne rea droug da zen ebed ; bemdez, goude e zervez, e oa boaz da vont da lakât eur c’horniad ha da eva eur bannig da di eur mignon d’ezan a oa o chom er penn-all da ru Kereon. Da vont ha da zont e ranke tremen dre blasen ar gathedral ; d’an taol a nao heur e teue atao d’ar gear ; en hanv e veze d’an heur-ze kalz tud war ar blasen o kemeret an ear-noz, mes er goanv avat, Josek ne wele den ebed, ral e veze. Ha setu eun nozvez goanv hag hen ha klevet, pa oa tost d’ar blasen, unan bennak o pasaat, mantrus klevet pegen krenv oa e baz ; hor pôtr koz ne reas ket a van an dro genta, mes diou, teir nozvez dioc’htu e klevas ar memez taoliou paz hag o devoa doare da zont euz a uhel, ha Josek da zellet deus ar prenecher, d’an neac’h an tiez ; ne wele den ; erruet war ar blasen dirag an iliz, e klev eun taol paz egiz pa deuje deus unan deus an touriou pe diwar doen an iliz : « Sell’ta, sell’ta, eme Jozek, piou an tanfoultr a zo aze o pasaat, d’ar mare-ma ? Serret eo dor an iliz mil bell zo, hag ar sakrist, me zo sur, a zo en e wele ! » Ha va den da zevel e benn da