Pajenn:M. Abgrall - Ar Roue Grallon nag an doctor Laennec, Feiz ha Breiz, 1920.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 201 —


Ar Roue Grallon
hag
an doctor Laennec


————


Ar re ac’hanoc’h o deus lennet ar journaliou o deus gwelet ez euz bet grêt, d’an 12 ha d’an 13 a viz here diveza, goueliou kaer en enor da Laennec e Kemper hag e Ploare.

Rene Laennec, ganet e Kemper d’ar 17 a viz c’houevrer 1781, eo marteze habila medesin a zo bet biskoaz ; hen eo en deus kavet ar feson da zelaou e diabarz an den ha da anaout mat evelse e pe lec’h ha betek pegeit eo taget ar skevent gant ar c’hlenved. Er bloaz 1819 e lakeas moulla al levr hanvet « Traité de l’auscultation médiate » a oa displeget ennan e gavaden dispar.

En enor da gant vloaz al levr kaër-ze ez euz bet grêt eur gouel e Kemper hag a oa ennan medesined euz Paris, an Naoned ha tud e karg, en o zouez an Aotrou ’n Eskob ; eno ez eus grêt meuleudi ar medesin habil, mes e Ploare, el lêc’h m’eo maro hag enterret, ez eus grêt, ouspenn, meuleudi ar c’hristen start hag ar gwir vreïzad, rak Laennec a ouie mat hag a gomze ar brezoneg koulz ha den-all ebed ;