Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/244

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 228 -


AR MILINER LAER
____


Zelaouet hol, ha zelaouet
Eur zôn ’zo nevez gomposet.

         Discan

      O laer miliner
      Laer, laer, laer,
      O laer miliner
      Miliner laer.

D’eur miliner laer hec’h eo grêt
’Hia d’ho zi da laeres merc’hed
      O laer miliner, etc.

Pa oa eru en toul ann nor,
Na grede ket goulenn digor.
      O laer miliner, etc.

Na grede ket goulenn digor,
N’he rae nemerd scrapat ann nor.
      O laer miliner, etc.

Ma lâre darn a dud ann ti :
— It da digeri ’n nor d’ar c’hi.
      O laer miliner, etc.

Fanchon a wie ann tenor
Deuas da digeri ann nor
      O laer miliner, etc.

Tad Fanchonnic a lavare
D’ar miliner, eun deiz a oe :
      O laer miliner, etc.

— « Digasit Fanchonic d’ar gêr,
Me ho paeo en arc’hant scler.
      O laer miliner, etc.

— Fanchonic n’e naï ket dar gêr,
Na vô carget d’ezhi he faner
      O laer miliner, etc.