Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59

meret en e lec’h. Eur joa vras en doe o kavout e varc’h koz er marchosi.

— Setu te aze ’ta, va marc’h paour ?

— Ya sur, va mestrig, met allaz ! c’houi ho po da ober breman, ha se ’balamour n’hoc’h eus ket sentet ouzin, hag hoc’h eus dastumet war an hent, daoust d’am ali, ar bluenn eus lost paün prinsez he bleo aour, a zo o chom en he c’hastell arc’hant. Ar bluenn-ze a vo kiriek d’hoc’h holl boaniou hag ankeniou ; met me ho sikouro eus va gwella, ha mar sentit ouzin en pep tra, marteze e teufomp hon daou a-benn da ’n em denn eus a bep poan ha labour diês, ha da drec’hi war ar c’hakouz milliget.

Ar c’hakouz en devoa anavezet Louizig, hag a oa morc’hedus, hag a glaske an tu d’e goll.

Louizig a oa eur paotr marchosi eus ar gwella hag, abaoe ma oa arruet er palez, ar c’hezeg a oa kalz lartoc’h ha flouroc’h ha yac’h ha gailhard bepred, E bluenn vurzudus a oa gantan bepred, ha bep noz he lakae da sklerijenna ar marchosi evit gallout pleal gant e loened. Ar c’hakouz a welas eun noz ar sklerijenn gaer-ze, ha kerkent ez eas da gavout ar roue, hag e lâras d’ezan :

— Aotrou roue, ho paotr marchosi nevez ne vanko ket da lakât an tan en ho palez ; bep noz e ve goulou gantan er marchosi, ha koulskoude hoc’h eus difennet mat kement-se. Me ’gred e rafec’h mat hen kas kuit.

— Hen kas kuit ! hen, gwella paotr marchosi am eus bet biskoaz ! Nann avat !… Ha neuze, ret e vo d’in gwelet va-unan.

— N’hoc’h eus nemet dont aman er prenestr, hag e welfet.

— Jezuz ! kaera da sklerijenn ! eme ar roue, Kement-man neo ket naturel ; ret eo d’in mont da welet.

Hag e tiskenn kerkent, hag ez a goustadik betek dor ar marchosi. Met Louizig a glevas eun drouz bennak, hag a glenkas prim ar bluenn ; ha kerkent setu eun denvalijenn vras.

— N’eus forz, eme ar roue, warc’hoaz da noz me a daolo pled mat, hag a zigouezo warnan pa sonjo an nebeuta, rak ret eo d’in gouzout petra eo ar sklerijenn vurzudus-ze.

An deiz war-lerc’h da noz e oa ar roue en e brenestr, ha kerkent ha ma welas ar sklerijenn, e tiskennas prim, e treuzas ar porz