Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56


— Ya sur, aotrou ; met gwall fall en em gavfet aman : va gwreg a zo kousket, en poan a vugale, ha n’hon eus na gwele na boued da rei dec’h, nemet kousket a rafec’h war ar solier, ha dibri eus hon bara heiz.

— N’ho pet ket a nec’h gant kement-se, me ’raio gant ar seurt a vo.

Epad an noz, e wilioudas gwreg ar glaouer eus eur paotr bihan : an navet bugel a oa d’eze. Diouz ar beure, pa ziskennas ar prins diwar ar solier, hag hen plouz holl, ec’h eas da welet gwreg ar glaouer a oa kousket war ar plouz, e traon al lochenn.

— Jezuz ! gwreg paour, a lavaras pa welas e pe stad e oa eno, eun druez eo ho kwelet evel-se.

Hag e roas arc’hant evit mont da glask bara gwenn, kig, ha gwin, ha kement a oa ezomm.

— Me, emezan, a vo paeron d’ar bugel-man. Bez’ hoc’h eus eur vaeronez ?

— N’hon eus ket sur, aotrou kêz ; hon navet bugel eo heman, hag evel ma ’zomp paour, hon eus poan awalc’h o kavout kompaerien ha komaerezed.

— Ma ! me ’gavo ivez eur gomaer, hag a-benn tri deiz aman e vo ar vadeziant.

Ar glaouer koz a yeas neuze da lakaat ar prins war an hent mat, hag a-raok mont kuit, heman a lezas barz al lochenn an holl arc’hant a oa gantan. Tri deiz goude, e voe eur vadeziant eus ar gaera e bourk o farroz ; markizez Rozambo a oa komaer gant ar prins. O-daou e rojont aour hag arc’hant d’ar glaouer koz, leiz e holl godellou ; ar prins a lavaras skoliata mat ar bugel hag a roas eul lizer evit beza digaset d’ezan gant e filhor da balez ar roue, pa c’hallje lenn ar pez a oa merket warnan.

Ar glaouer koz hag e wreg a oa pinvidik breman, hag e savjont eun ti kaer e-kreiz ar c’hoad. Ar paotr a voe kaset d’ar skol, pa voe deuet en oad da vont, hag e tiske ar pez a gare. Prestik e c’hallas lenn al lizer, hag e welas neuze penaos e oa e baeron mab d’ar roue Frans, hag e oa lavaret d’ezan mont d’hen kavout en e balez.

Prena ’ra e dad d’ezan eur marc’h kaer, hag e lavar d’ezan di-