Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52

Ar raz hag al logodenn a ziskennas dre ar siminal e kambr ar brinsez. Kousket mat e oa… Tremen a ra al logodenn he lost dre he genou. Ne ra van ebet evit ar wech kenta. Tremen a ra eun eil gwech Ar brinsez a ra : peu ! peu !! peu !!!… Tremen a ra eun deirvet gwech. Ar brinsez a sav he fenn hag a lavar :

— Petra eo ?

Ar raz a dap ar vouest, ha prim, prim er-mêz o-daou dre ar siminal.

Digaset eo e vouest da vab an hini goz, a oa o c’hortoz war an aod, hag hen ankeniet mat. Kerkent he digor hag e lavar :

— Dre vertuz va bouest, ra vo digaset ar c’hastell aour, ar brinsez hag ar prins he mignon, e-lec’h ma oant araok ! Ha kerkent e voe grêt evel ma lavaras.

— Pe boan rei breman d’ar brinsez ha d’he fried-kleiz ?

Pep-hini a lavare e c’her. Unan a lavaras :

— Lakit nao zargaz epad eiz deiz en eur gambr, hep rei tamm d’eze da zibri, hag a-benn an amzer-ze, lakit gante ar brinsez hag he fried-kleiz.

Ma voe grêt evel-se.

An targizier, prest da vervel gant an naoun, a gouezas warne evel diaoulien kounnaret, hag o lakaas a beziou.

Mab an hini goz a yeas neuze da vale bro, hag abaoue n’em eus ket bet eus e gelou ; met, evel m’en devoa kavet e vouest, n’hon eus ket ezomm da gaout nec’hamant gantan.


————