Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/75

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
49

koz hag e vab-kaer o chaseal. Ma ’n em glevjont o-daou evit tapout e sekred digant mab an hini goz.

Eun abardaez ma oa distroet diouz ar chase, karget a c’hedon, konifled, klujiri ha loened all, evel bemdez, e wreg a lavaras d’ezan :

— Jezuz ! va fried, c’houi, ’vat, a zo eun den ! N’eman ket ho par war an douar. Ret eo e ve eur sorser bennak a-du ganec’h.

Lavarit d’in ivez penaos e c’hallit dont a-benn da ober an holl draou kaer-ze ?

— Bah ! emezan, se n’eo nemet eur c’hoari evidoun. Me am eus aman eur vouest, ha pa lavaran : « Dre vertuz va bouest ! », kerkent e c’hoarvez holl evel ma c’hoantaan.

— Hag a zo mat ! a sonjas. Ret e vo d’in kaout ar vouest-se.

Ma lakaas ober eur vouest henvel ouz e hini, hag, e-keit ma oa kousket, e lakaas anezi e-lec’h eben.

An deiz war-lerc’h, mab an hini goz a gemer ar vouest hag a ya adarre da chaseal, hep sonjal en droug ebet. Met kaer en devoa lavaret : « Dre vertuz va bouest ! » ar gedon hag ar c’honifled a rede, ar c’hlujiri a nije, ha netra ne goueze d’an douar.

— Allaz ! emezan, bourdet oun ! N’eo ket houman va bouest.

Ma teujont an deiz-ze d’ar gêr hep beza tapet netra. P’arrujont, ne gavjont ken ar brinsez.

Houman, kerkent ha ma voe êt he fried d’ar chase, a zigoras ar vouest hag a lavaras :

— Dre vertuz va bouest, ma vin kaset pemp kant leo ac’han gant ma fried-kleiz, ha ma teuio ganimp ar c’hastell aour !

Ha kerkent ar c’hastell aour, hag an daou-man ebarz, evel eur bluenn en avel, a voe kaset pemp kant leo ac’hane, ha dalc’het gant peder chadenn aour etre an nenv hag an douar.

Pa welas ar roue koz e oa êt kuit e verc’h hag e gastell aour, e voe droug kaer ennan hag e lavaras d’e vab-kaer e renkje digas d’ezan e verc’h hag e gastell aour, pe n’oa nemet ar maro evitan.

Setu ankeniet bras mab an hini goz.

— Penaos ober, va Doue ? emezan… Lavaret en devoa d’in roue ar pesked, p’am bije ezomm a sikour, n’am bije nemet hen goulenn hag e teuje. Ezomm a-walc’h am eus breman, a gredan.

4