Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38

reas neuze eur groaz gant gwialenn ar wrac’hig koz, ha kerkent, setu eun hent eus ar c’haera, ha diraze ar c’hastell. Digouezet e oant tost, hep hen gwelet, gant ma oa stank ar gwez hag ar struj endro d’ezan. An nor ’oa digor, hag ec’h antrejont hep poan. Neuze e weljont e-kreiz ar porz eur wezenn-avalou eus ar re gaera, hag enni, e-touez an deliou, an Aval aour ker kaer ha ker koant. Lugerni a ree evel an heol, hag an evned a gane hag a richane endro d’ezan. Ar penhêr a astennas e serviedenn war ar c’hlazenn hag a hejas ar wezenn, hag e kouezas an aval warni. Neuze, gant e wialenn, e reas eur groaz warnan, ha kerkent e rannas, hag e welas en e greiz eur gontell vihan. Kemer a ra ar gontell, he lakaat en e c’hodell, ha gant eur groaz all, e serr adarre an aval evel kent. Distrei a reont neuze, ha den ne lavaras ger d’eze, rak ne weljont den eno.

En distro, e kavjont adarre ar wrac’hig koz hag a lavaras d’eze :

— Ac’hanta ! va mab, grêt mat hoc’h eus ho tro ?

— Ya ’vat, mamm-goz, ha va bennoz d’ec’h ; eman an Aval ganen.

— Ma ! it brema d’ar gêr en peoc’h, fin ’zo d’ho poaniou, hag an hini he deus grêt d’ec’h kement a zroug, a vezo paeet breman hervez he oberou.

Hag ez ejont adarre en hent.

Pa zigouezjont en Pariz gant an Aval aour, holl dud kêr a ziredas d’o diarbenn, pa glevjont ar vrud, hag ar c’hleier a vralle hag an drompilhou a sone evel pa vije eur gouel bras.

Ar roue koz a oa ken evurus, kement a stad ennan, ma oa prest da beurgoll e benn. An deiz war-lerc’h, hep gortoz pelloc’h, e fellas d’ezan beza eureujet d’ar brinsez yaouank pehini ne oa ket ker laouen, ha merc’h ar roue a oa nebeutoc’h c’hoaz. Eur pred eus ar c’haera a voe grêt, ha kalz-kalz a dud a voe pedet. Epad ar pred, e oa an Aval aour war greiz an daol, ha daoulagad an holl a oa warnan ; kalz a ankounac’hae dibri, gant ar blijadur o devoa o sellet outan.

— Ranna an Aval aour !… Ranna an Aval aour !… a lavaras an holl.

— Roit-hen d’in ha m’hen ranno, a lavaras merc’h ar roue.