Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36

gavent e-kichen ar chadennou a zalc’he ar c’hastell en êr, uhel, uhel, ken o devoa poan oc’h hen gwelet.

— Kemerit brema ho kleze evit trouc’ha ar chadennou, ha skoit start !

Setu trouc’het eur chadenn, diou, teir ; met gwall skuiz ’oa a-benn neuze.

— Kalon ! a lavare ar marc’h d’ezan ; skoït bepred, ha hastit pe ez omp kollet !

Dont a ra a-benn, gant kalz a boan, eus ar bedervet chadenn, hag ar c’hastell a gouez neuze d’an traon, gant eun drouz spontus. Kerkent eur brinsez, kaer evel an heol, a lamm er-mêz dre eur prenestr, hag a red da bokat d’ar penhêr, en eur lavaret d’ezan :

— Va bennoz d’it, pa teus va zennet digant al loen lous-se ! Met hastomp mont kuit, gant aoun hon tapfe c’hoaz.

Hag e pignjont o-daou war ar marc’h, ha prim war-zu Pariz.

Pa welas ar roue koz ar brinsez kaer-man, e voe ken chalmet e galon, ma c’hoantaas dimezi raktal. Ne roe peoc’h ebet d’ezi, ma voent dimezet ; met an eured a voe lakaet diwezatoc’h, pa vije digaset an Aval aour, a lakaas ar brinsez sorserez e spered ar brinsez all da c’houlenn, evel kaera tra a oa war an douar.

Digemennet e voe adarre d’ar penhêr mont da gavout ar roue, a lavaras d’ezan e vije ret c’hoaz kerc’hat an Aval aour, pe n’oa nemet ar maro evitan.

— Penaos, va Doue, aotrou roue, e fell d’ec’h…

— Ah ! n’eus ket da lavaret, ret e vo d’ec’h hen kerc’hat d’in, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h ; ha grit prim.

Dont a ra da lavaret d’e varc’h petra a c’hoanta adarre ar roue.

— Houman, eme ar marc’h, a vezo hon tro diweza, ha mar deuomp a-benn d’he ober mat, hon devo ar peoc’h goude. It beteg ar roue, ha lavarit d’ezan penaos ’vo ret va houarna an dro-ma gant aour, ha staga eun houarn aour a bemp kant livr ouz pep troad d’in gant dek tach aour en pep-hini aneze :

C’houi ma vrido hag a zibro,
A zalc’ho kont eus an tacho.

Ar roue koz a roas holl aour e denzor, — ken troet ’oa e benn