Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ar pevarzek Kazeg ha Marc’h ar Bed


————

Selaouit, mat hoc’h, eus c’hoant,
Hag e klevfet eur gaozig koant,
Ha nan eus enni netra gaou,
Met, marteze, eur ger pe daou.


Eur wech e oa eur penhêr yaouank pinvidik-mor. Pevarzek kazeg a oa en ti e dad, ha bemdez ec’h ee gant ar vevelien d’o c’has da beuri, hag e vrasa plijadur a oa redek warne er parkou hag el lanneierou.

Pa voe deut en oad a daouzek vloaz, e voe kaset d’ar skol en kêr, hag e vrasa keuz a voe renkout dilezel e gezegenned. A-benn eur bloaz, e tistroas d’ar gêr, ha kenta ma c’houlennas ouz e dad a voe doare ar pevarzek kazeg.

— Ma fe ! a lavaras e dad d’ezan, n’em eus ket o gwelet pell bras a zo, met kredi ’ran eman mat ar bed gante.

Met ar penhêr a yeas kerkent d’ar park hag a welas eno ar pevarzek kazeg o peuri, ha gante trizek ebeulez kaer hag eun ebeul fall ha dinerz. Mont a reas beteg an ebeul fall-man, hag en em lakaas da grafat e dal d’ezan. An ebeul a gomzas neuze hag a lavaras :

— Lazit an trizek ebeulez ha va list beo va-unan, evit ma c’hallin dena ar pevarzek kazeg ha dont da veza ken krenv va-unan