Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16

oa gourvennek [1] ar vevelien all outan, hag e klaskjont an tu d’hen koll…

Eun deiz pa oant gant o c’haoz, e lavaras unan ivez :

— Daoust petra ’zo kaoz d’an Heol da veza ken ruz pa sav diouz ar beure ?

— Se n’eo ket eas da c’houzout, avat, a lavaras ar re all.

— Ma lavarfemp d’ar roue penaos Tregont a Baris — Tregont a Bariz a oa e hano, dre n’anaveze den e dad — en deus lavaret beza den da vont da c’houlenn digant an Heol petra ’zo kaoz d’ezan da veza ken ruz pa sav diouz ar beure ?

— Ya, lavaromp se d’ezan ! eme an holl.

Ar c’henta paotr marchosi a yeas da gavout ar roue, hag a lavaras d’ezan :

— Ma ouvefec’h, aotrou roue, petra en deus lavaret Tregont a Bariz ?

— Ha petra en deus lavaret eta ?

— Lavaret en deus beza den da vont da c’houlenn digant an Heol petra ’zo kaoz d’ezan da veza ker ruz pa sav diouz ar beure.

— Ne gredan ket en defe lavaret eun dra evel-se.

— Lavaret en deus, sur a-walc’h.

— Ma ! digemennet d’ezan dont da gomz ganen.

Digemennet eo da Dregont a Bariz mont da gomz gant ar roue.

— Penaos, Tregont a Bariz, hag hoc’h eus lavaret beza den da vont da c’houlenn digant an Heol perak ma vez ker ruz, pa sav diouz ar beure ?

— Me, va roue ? Biskoaz n’em eus komzet a ze ; n’oun ket diot a-walc’h evit lavaret ar seurt traou-ze !…

— Eo, lavaret hoc’h eus, ha ret ’vo d’ec’h ober ar pez hoc’h eus lavaret, pe n’eus nemet ar maro evidoc’h.

Setu nec’het Tregont a Bariz, m’ho ped da gredi.

— Grêt eo ouzin ! a lavare d’ezan e-unan.

Kerkent ha ma voe deut er-mêz ar porz, e welas eur gazeg wenn eus ar c’haeran, hag a lavaras d’ezan :

— Deus war va c’hein, ha me da gaso beteg an Heol. Mil leo

  1. Gourvennek, envieux, jaloux.