c’hi !…
— Me ’m eus c’hoant k…! … Me ’m eus c’hoant st… ! eme ar vugale.
— It gant an diaoul, ha lest ac’hanoun da zibri va c’hoan !
— Petra ! ankouaet ac’h eus dija hon divizou ?
— Me ’m eus c’hoant k… !…
Ha C’houevrer o kregi er paotr bihan hag hen teurel dre ar prenestr er-mêz :
— Kerz da g… ’ta, marmouz bihan !
— Mab an Diaoul ! teurel va mab dre ar prenestr !…
— N’oc’h ket kontant, aotrou ?
— Ha penaos beza kontant !…
— Ha neuze, gouzout a rit, e vo savet korreenn d’ec’h…
— N’em eus ket lavaret n’oun ket kontant… Met teurel va bugale dre ar prenestr !… It da gousket, ha warc’hoaz ’vo gwelet petra a vezo grêt.
Setu nec’het an aotrou gant C’houevrer.
— Heman avat, emezan, a zo eur paotr ha n’eo ket brao c’hoari gantan ! Petra ar foeltr a rin outan ?
An deiz war-lerc’h, ne voe ket kaset C’houevrer da drouc’ha lann. An aotrou a lavaras d’ezan :
— Deuit ganen d’ober eur bale d’ar c’hoad : laeret e ven bemdez, trouc’het e ve ar plant yaouank, diskaret e ve ar gwez. Gwaz a ze d’an hini a gavin !
N’oant ket êt pell, pa weljont eur vaouez koz o tastum tammou keuneud sec’h. An aotrou, a oa droug ennan, a dennas dioustu gant e fuzul hag a lazas mik ar baourez kêz koz.
— Manket oc’h avat ! eme C’houevrer. Me ’anavez an hini goz-se ; hounnez he deus tri mab, paotred an terrupla, ha na vankfont ket war ho puhez !
Setu aoun d’an aotrou.
— Kerz prim, emezan, da gerc’hat diou bal a zo er c’horridor e-kichen kambr va gwreg, ma touarfomp prim an hini goz, ha n’ouvezo den netra.
Mont a ra C’houevrer d’ar c’hastell. Gwelet a ra an itron hag an dimezell en o c’hambr, digor an nor warnê. Antren a ra :