Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7

ha difrinka, e voe savet eur gorreenn d’ezan adalek choug e gil betek seul e droad. Neuze e voe laosket da vont d’ar gêr, ha ne voe roet netra d’ezan.

Distrei a ra Genver d’ar gêr, hag hen mezus ha neuz glanvus d’ezan.

Pa wel e dad anezan o tont :

— N’out ket bet pell, va faotr !… Arru out adarre war va c’hein, ha me hag a boan am eus o veva !…

E eil vab, C’houevrer, a lavar e partio ivez d’e dro, da welet hag hen a vezo evurusoc’h eget e vreur. Mont a ra, hag e tigouez er memez kastell evel Genver. Kemeret eo da vevel, gopret daou c’hant skoed ar bloaz, gant ar memez divizou, da lavaret eo, ar c’henta a deuje da facha eus e aotrou hag hen a vije savet korreenn d’ezan ; en divije da ober ouz ar vugale, goude kuz-heol, pa retornje eus e labour ; hag e vije fin d’e vloaz pa ganje ar goukou.

Kaset eo an deiz kenta da drouc’ha lann d’al lanneg, hag ar c’hi gantan ivez. Da greisteiz e teu ar vatez da zigas lein : ar c’hi a zebr adarre ar soup bara gwenn, ha C’houevrer an hini bara du. Pa fell d’ezan diskuiza, e lamp ar c’hi gantan, hag e skrign e zent :

— Sell aman ’vat eul loen kasus !… Ar c’hamarad-man ne chomo ket ganen-me pell !…

Da guz-heol e teuont o-daou d’ar gêr. P’arruiont, ’oa krog ar vevelien all gant o c’hoan. Roet eo ivez e skudellad da C’houevrer. Prestik goude e komans ar vugale :

— Me ’m eus c’hoant k… ! eme unan ; me ’m eus c’hoant st… ! eme eun all.

— Ac’hanta ! mevel nevez, eme an aotrou.

— Ya, ya, eme C’houevrer.

Hag hen gante er-mêz… Pa retornas, ’oa fin da goan : n’oa netra ken war an daol.

— Aman, a lavaras d’ezan an aotrou, eman ar c’hustum penaos an hini a arru, pa ve klenket ar boued, n’en defe netra ken.

— Ma ! ze ’zo mat da c’houzout.

— N’oc’h ket kontant ?

— Eo sur. Ne varvin ket evit eur goan fall, met eur wech all e taolin pled !…