Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5


— Tiens ! Tiens ! paotr mat eo.

Met ar c’hi a c’hrougne mui-ouz-mui, hag a sav outan o skrigna e dent.

— Sell aman ’vat eur c’hi ar foeltr !

Ma eo ret d’ezan paka e gorn-butun hag en em lakaat adarre da labourat. Du greisteiz e teu ar vatez da zigas lein.

Azeza ’reont en disheol war ar c’hlazenn, dindan eur wezenn fao. Diou skudellad soup ’oa gant ar vatez, unan soup bara gwenn, unan all soup bara du. Mont a ra Genver evit kemer ar soup bara gwenn.

— Hola ! eme ar vatez, heman eo soup ar c’hi !

— Penaos ! bara gwenn d’ar c’hi, ha bara du d’ar mevel ?

— Evel-se eman ar bed aman, va den mat !

Debri a ra e skudellad en eur c’hrozmolat, hag e c’hoanta neuze ober eur c’hornad, evel m’eman ar c’hiz. Met kerkent ar c’hi a lamp gantan adarre, o c’hrougnal, ma renk dioustu mont da drouc’ha lann.

Da guz-heol, ar c’hi a gemer hent ar c’hastell, ha Genver war e lerc’h. P’arrujont, e oa ar vevelien all gant o c’hoan er gegin, hag an itron o rei kig d’eze. Genver a zebras prim ha prim e skudellad soup, met kerkent ar vugale da lavaret :

— Me ’m eus c’hoant k… ! eme unan ; me ’m eus c’hoant st… ! eme eun all.

— Alo ! mevel nevez, eme an aotrou.

— Ya, ya ! eme C’henver.

Hag hen er-mêz gant ar vugale… Pa zistroas, n’oa netra ken war an daol : fin ’oa da goan. Ma selle Genver ouz an aotrou hag an itron, hep kredi lavaret netra.

— ’Barz va zi, a lavaras an aotrou, eman ar c’hiz penaos an hini a arru, pa ve klenket [1] ar boued, n’en defe netra ken.

— Ma ! eme C’henver.

— N’oc’h ket kontant ? eme an aotrou.

— Eo sur. N’eo ket ar wech kenta am eus grêt eur goan fall.

  1. Klenkan (Trég.), ramasser.