Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XXIV

Chants de l’Epée, met eus ar Soniou, Gwerziou ha Kontadennou ; keit ha ma vo sonj eus al levr Bepred Breizad.

Arabat klask pelloc’h an diverra eus e vuhez. Setu hen aze en eur ger : Bepred Breizad.

Setu ar gourc’hemenn a strink eus e holl vuhez. Setu ar gomz a denno d’ezan grasou mat kement Breton a dremeno dirak e sijenn, e kichenn iliz Plouaret : Bepred Breizad ! Bez bepred Breizad !

J. O.


P.-S. — L. Ar Guennec — Doue d’e bardono ! — hag a blije kement d’ezan oberou An Uhel, en doa roet d’eomp da anaout e oa miret e leordi ti-kêr Kemper daou dourn-skrid, enne kontadennou diskrivet gant ar barz e-unan. Dre e vadelez hon eus gallet diskriva ar c’hontadennou-ze-holl. — Ar re a zo aman warlerc’h a zo tennet, — nemet unan, An daou dort — diouz an daou dournskrid-ze.

N’eo ket bet heuliet penn-da-benn doare-skriva An Uhel, re alies dishenvel : heuliet hon eus doare-skriva an Emgleo. — Evit ar geriou, n’hon eus chenchet nemet eur c’houec’h pe seiz bennak, evit lakaat en o lec’h geriou brezonek rik.


————