Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XIX

zella e c’houlenn gant an depute Hemon, eur mignon d’ezan. Hep keuz eta e kuitaas e vicher a c’hazetenner pa voe hanvet da varner a beoc’h [1] e Daoulas, an 3 a viz gwengolo 1880. Met d’an Aotrou Loeiz Hemon e felle gwelet An Uhel beza hanvet e Kemper da virer an diellou, er garg chomet goullo war-lerc’h maro R.-F. Ar Men [2]. An Uhel, hag a zante n’oa ket gouiziek awalc’h evit kemer ar plas kinniget d’ezan, a refuzas hag a yeas da Zaoulas. Met kement e pouezas warnan an depute, ma skrivas eul lizer da c’houlenn ar garg ; skoazellet gant an aotrou Loeiz Hemon hag ar prefed, e voe hanvet an 21 a viz genver 1881, evit êsa [3], rak n’en doa diplom ebet a zieller. D’e vicher nevez en em roas gant aked : lakaat urz er paperou koz lezet digempenn gant an dieller en e raok, reiza ha renka ar re all, ober roll an diellou a oa chomet re warlerc’h.

E diwez 1881, e voe laket e gwerz, e Pariz, daou leor Légendes chrétiennes de la Basse-Bretagne, ennê eul lodenn vras eus ar c’hontadennou dastumet gant an Uhel. Marc’had en doa grêt heman, epad m’oa c’hoaz e Daoulas, — n’eo ket hep bec’h avad, — gant an embanner-leoriou Th. Maisonneuve. Tri leor all kontadennou a voe moulet diwezatoc’h gant ar memes embanner, e 1887 Contes populaires de Basse-Bretagne. Ker puilh e oa bet eost An Uhel, ma chomas gantan, en e gaïerou, meur a gontadenn all. O embann a reas aman hag a-hont, er gazetennou, er c’helaouennou-kelc’h, dreist-holl en hini Breuriez « archéologique »

Penn-ar-Bed [4]. Er gelaouenn-man e reas moula ivez, e 1889,

  1. — N’oa ket evit An Uhel ar wech kentan da c’hoantaat beza hanvet da varner a beoc’h. Kavet hon eus meneg a gement-se en eul lizer, hep deiz na bloaz, skrivet d’ezan o chom neuze e Pontoise, — da lavaret eo, etre 1851 ha 1854, — gant an aotrou V. Foucher, kuzulier e « Lez-terri-barnou », eur mignon, evel hon eus gwelet, da J.-M. Ar Huërou, eontr d’An Uhel. — Diwezatoc’h, e 1873, e reas eur goulenn all.
  2. — Ar Men hag An Uhel a voe, epad eur pennad, mignoned vras, met fachet e oant abaoe 1872 pe war-dro. Etouez paperou An Uhel en em gav eur c’hant lizer bennak skrivet d’ezan gant Ar Men, etre 1865 ha 1871.
  3. — Evit beza hanvet da vat (titularisé), e voe ret d’An Uhel tremen eun arnod war e vicher nevez. Tremen a reas, a gav d’eomp, an arnod-ze er goanv 1883-1884.
  4. — Oc’h arruout e Kemper, en doa laket e hano er vreuriez-ze. Eno en em gavas gant Kervarker, en doa gwall-dregaset e meur a bennad-skrid : ar peoc’h a renas etreze, evit mad ar Vreuriez hag ar Brezoneg.