Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XVI

Izel. Embannet dre rummadou, — seiz pe eiz, — al leor a voe peurvoulet e miz gouere pe eost 1868 : moulet e voe 1.000 leor ha dek all ouspenn war baper roz. Evel al leoriou all embannet gant An Uhel, heman ne voe ket gwerzet mat. Eur brezel dre zindan a voe grêt d’al leor ha d’an aozer : darn a damalle d’ezan stourm ouz Kervarker ; darn all beza embannet en e leor gwerziou a-eneb d’an dud a iliz.

An 20 a viz here 1868, An Uhel, da heul e c’houlenn harpet eur wech c’hoaz gant Renan, a voe karget gant ministr an Deskadurez, V. Duruy, da « zastum e Breiz an testeniou dre skrid pe dre gomz a c’hell talvezout d’an istor, d’al lizeregez (philologie), d’an doueedoniez (mythologie) e-kenver ar poblou keltiek ». Laouen hag evurus e voe An Uhel o kuitaat e vicher a rejant ne blije ket nemeur d’ezan ; breman eo e vestr hag e c’hell beva digabestr. En em lakaat a reas da zastum kontadennou ar bobl, hag ivez, pa gave an tu, gwerziou ha soniou, rak e sonj ’oa embann adarre eul leor all pe zaou a werziou hag a soniou Breiz-Izel.

O vont hag o tont aman hag a-hont dre Vreiz-Izel, evel ar Boudedeo [1], e c’hoarveze a-wechou gantan gwall-reuz : bale dindan ar glao, an erc’h, dre henchou fall ; kousket en ostaliriou dister, alïes e gweleou leun a c’hoen, pe klevet epad an noz tud mezo oc’h ober jolori, o tirezoni pe o kana traou sot e galleg-saoud ; chom hep kavout lojeiz ha ret d’ezan kousket en hotel ar steredenn », evel ma tigouezas gantan eun nozvez hanv e Kimerc’h [2]. An Uhel a gemere an holl draou-ze war an tu mat, hag antronoz, goude beza savet eur son bennak, e kendalc’he gant e hent, drant ha seder. Epad ar bloaveziou 1868-1870, e tastumas eun eost founnus, dreist-holl e Bro-Dreger : 18 kontadenn er bloaz 1868 ; 52 e 1869 ; 16 e 1870, ha marteze ouspenn. Renta ’reas kont eus e zastumadenn d’ar ministr e pemp lizer bet embannet e Archives des Missions scientifiques et littéraires.

Abaoe ma tastume kontadennou, An Uhel a sonje embann eur re bennak. En deiziou kenta a viz mae 1870, e voe laket e

gwerz eul leorig Contes Bretons (ne voe moulet nemet 300 leor, e ti

  1. — Hanvet oa bet gant e vignoned Boudedeo Breiz-Izel.
  2. — Sellit ouz son : Hotel ar Steredenn en Meneïo Arre, e leor Ma C’horn-bro.