Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/171

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
145


Setu hon marc’heg yaouank nec’het bras :

— Penaos, emezan ? en em dennin eus ar pleg-man ?… Pa oan o vont kuit dioc’h ti va zad, e tigouezas ganen eur wrac’h koz, a sikouris da dremen eur waz-dour, hag a lavaras d’in, m’am bije eun deiz ezomm a sikour, n’am bije netra d’ober nemet gervel Gwrac’h an Inkonu ? hag e teuje. Ezomm a-walc’h am eus a sikour, a gredan ; gwelomp ’ta ha hi a deuio… « Gwrac’h koz an Inkonu, deuit d’am sikour, m’ho ped ! »

Ha kerkent e tigouez eur wrac’h.

— Petra ’zo evit ho servij, merc’h markiz Koadleger ?

— Lavaret a zo d’in e renkin tapout eun aerlin a zo aze ’barz ar c’hoad, pe n’eus nemet ar maro evidoun.

— Ma ! va selaouit mat, ha mar grit pep tra evel ma lavarin, e teufet a-benn eus ho taol. Lavarit d’ar roue rei d’ec’h eun hanter varrikenn kassis, eur vouc’hal, eur c’habestr aour hag eur marc’h eus e varchosi, hag ouspenn eun talar. It gant an holl draou-ze ’barz ar c’hoad ; lakit ar varrikenn didalet dindan eur wezenn-dero, ha pignit neuze war ar wezenn. Pa santo an aerlin ar c’houez, e teuio d’ar red hag en eur skrijal spontus. P’en devo evet eur banne kassis, e redo dre ar c’hoad, hanter-vezo, hag a laosko kriadennou euzus ; teurel a raio tan, pa welo ar marc’h e lampo warnan, met heman hen pellaio gant gwinkadennou. Dont a raio adarre da eva kassis, hag e savo e benn hag ho kwelo ; neuze ez aio kuit gant eun drouz euzus, hag e tistroio d’ar red, hag e planto e gorn ’barz ar wezenn, ken n’hallo ket hen tenna. Diskennit neuze prim evit hen genna e-barz an toull. Skrijal a raio, ha teurel tan, ken a rosto ar gwez en-dro d’ezan ; met na spontit ket evit kement-se, ha lakit ar c’habestr alaouret war e c’houzoug. Neuze, pa welo n’hello ken en em zifenn, e lavaro : « Lavaret mat e oa ’vijen kemeret gant eur plac’h yaouank gwisket en marc’heg. Trec’het a teus warnoun, merc’h markiz Koadleger ! » Neuze n’ho po ken ezomm da gaout aoun : an aerlin ’vo deut donv evel eun oan, hag e c’hallfet hen staga ouz lost ho marc’h, ha dont gantan da gavout ar roue. An holl a sponto war an hent hag en kêr oc’h ho kwelet o tont gantan, met ne raio ken droug da zen ebet. P’arruo e porz ar palez, dirag ar roue, e lavaro d’ezan : « Te bepred, roue