Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
135

a-dreuz ar parkou hag a arruas en he raok.

— N’out ket êt pell, va merc’h paour ! a lavaras d’ezi, p’he gwelas o tont.

— Oh ! va zad, pa oan o vont da dremen pont al Leger, e oa eno eur bagad soudarded, a zo en em lakaet da denna warnoun, hag evel m’oan va-unan, ez oun diredet d’ar gêr. Dre c’hras Doue, n’em eus bet droug ebet.

— Mat a-walc’h ’teus grêt, va merc’h, Kerz buan da gemer da zilhad plac’h.

An eil verc’h a c’houlenn mont kuit an deiz war-lerc’h. Kaer en devoe he zad lavaret d’ezi e c’hoarvezje ganti evel gant he c’hoar hena hag e tistroje emberr :

— Ah ! ne dalv ket, emezi, ret ’vo d’in mont ; me n’oun ket ken aounik-ze. Gwelet a refet !

Setu ma wisk eta an dilhad soudard dilezet gant he c’hoar hag e pign war varc’h, ha kuit. He zad a ya adarre d’ar red a-dreuz ar parkou hag en em guz dindan ar pont. Pa glev treid ar marc’h o tont warnan, e tifluk en eun taol, hag e tiskarg e fuzul, en eur lavaret :

— Ar yalc’h pe ar vuhez !

Hag ar plac’h d’ar gêr, d’an daoulamm, evel eben. He zad a oa arru en he raok, hag a lavaras, p’he gwelas :

— Setu te distro ’ta, va merc’h ? Lavaret mat em oa d’it.

— Oh ! va zad paour, eur bagad laeron a oa dindan pont al Leger hag o deus tennet warnoun gant o fuzuliou ! N’hoc’h eus ket klevet an drouz ? Darbet eo bet d’in beza lazet.

— Ma ! kerz d’en em ziwiska. Warc’hoaz ar beure ’vo ret d’in mont va-unan ; aoun em eus c’hoaz da veza re ziwezat.

An deiz war-lerc’h ar beure, ar verc’h vihana a c’houlenn mont ivez d’he zro.

— Te ivez, va bugelig paour ? Sell a zo c’hoarvezet gant da ziou c’hoar…

Met kaer en devoe he zad lavaret evit he distrei, ret e voe d’ezan he lezel da vont kuit. Mont a ra adarre da guza dindan ar pont, ha, p’oa e verc’h o tremen, e tiskargas e fuzul, en eur lavaret :

— Ar yalc’h pe ar vuhez !