Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Merc’h markiz Koadleger,
pe Fanch Krenv, Yann Kofek, Youen
ar Reder ha Job al Lagadek


————

Kement-man ’oa d’an amzer
Ma o devoa dent ar yer.


Eur wech e oa eur markiz o chom e maner Koadleger, hag a oa manet intanv gant teir verc’h. Eur mab en devoa bet ivez, met marvet ’oa d’an oad a driouec’h vloaz.

Ma savas brezel a-greiz holl, hag e renkas mont d’an arme, rak, siouaz ! e garg hen goulenne… Pa voe fin d’ar brezel-ze, e tistroas d’ar gêr. Pa voe digouezet e bourk Louargat, ec’h antreas en eun ostaleri, hag e c’houlennas penaos ’oa ar bed en Koadleger.

— Nikun n’hen goar, eme an ostizez, rak an teir verc’h yaouank a zo eno ne zigemeront den, abaoue ma ’z eo êt o zad d’ar brezel, ha ne glever gwech ebet komz aneze.