Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129

oa ’barz ar c’harrons ; met kaer o devoa ober, n’hallent ket dont er-mêz.

Pa zigouezjont e palez ar roue, e voe grêt e kreiz ar porz eun tantad bras, ha lakaet ar c’harrons houarn en e greiz. Daouzek karrad keuneud a voe dêvet en-dro d’ezan.

Eno e voe klevet neuze eun trouz euzus, ha ’vel na dle ket beza euzusoc’h en ifern !

Bihanik a voe dimezet da verc’h ar roue, ha gounezet a-walc’h en doa anezi, me ’gred !

E vamm hag e zaou vreur a voe ivez eus an eured, hag e vevjont holl evurus asamblez.

Ar festou, an dansou hag ar c’hoariou a badas pemzek deiz, ha me ’gred penaos n’oa eno na yod-kerc’h, na patatez, evel am be-me bemdez evit holl friko !


Kontet gant Barba Tassel,
Plouaret ; miz kerdu 1868.


————