nag ar porzier.
Ar jeant bras a ya da gavout e berroked, a-raok mont da gousket, — breman ec’h ee diou wech bemdez, diouz ar beure, hag a-raok mont da gousket da noz, — hag e lavar d’ezan :
— Perroked sorser, lavar d’in |
— Eman Bihanik adarre ’barz ar c’hastell ! a lavar ar perroked.
— Pelec’h ’man ’ta ?
— En kraou an denved, kuzet dindan kroc’hen eun danvad en deus kignet.
Hag ar jeant da redek da graou an denved, ha da glask, ha d’o zastonat. N’hen kav ket, hag e tistro da gavout ar perroked.
— N’hen kavan ket en kraou an denved.
— Pa lavaran d’ec’h, eman eno ; klaskit c’hoaz, ha diwallit mat !
Hag e retorn adarre ar jeant d’ar c’hraou, hag e taston an holl denved, an eil goude egile. Lakaat a ra e zorn war unan, hag e chom e groc’hen en e zorn :
— Hola ! emezan, krog oun ennan !…
— Allaz ! Bihanik kêz, tapet out an dro-man ! a lavar ivez Bihanik outan e-unan.
Hag e tigas ar jeant anezan d’ar gegin, dre e vleo, hag e lavar :
— Setu aman al laer ! An dro-man eo grêt outan ! Penaos hen debrfomp ?
— En rost, eme ar re all.
— Ya, en rost, ha raktal !
Ma voe ereet gant eur gordenn, ha diwisket en noaz ha taolet eno en eur c’horn eus ar gegin, da c’hortoz lakaat anezan ouz ar ber. Ar jeantez koz a oa oc’h aoza koan a oa chomet he-unan, hag e oa o trailha skilhou d’ober tan.
— Hag a boan a gemerit ganen-me, mamm-goz ! a lavaras Bihanik d’ezi. Mar karit va dieren eun tammig, me a zrailho skilhou d’ec’h ?
Setu ma ’z eo diereet gant ar jeantez koz. Kerkent e krog er vouc’hal hag e tiskarg eun taol ker pounner war he fenn, ma chom sac’het ar vouc’hal ebarz, hag e kouez d’an douar evel eun