Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
XIII

c’houlenn, eur wech c’hoaz, digant ministr an Deskadurez, rei d’ezan eur gefridi evit dastum e Breiz-Izel gwerziou ha soniou ar bobl : respont talvoudus ebet evitan n’en devoe. Epad ma chomas e Naoned, An Uhel a savas e genta gwerziou e brezoneg : Stourmad Sant-Cast ha Maro Barz Breiz-Vihan (Brizeuk) a voe embannet prestik goude e Revue de Bretagne et de Vendée. Seblantout a rê ’ta heuilh an aliou roet d’ezan gant Sainte-Beuve.

Sonjal a rê e vistri, — hervez o notennou, — rei d’ezan a-nevez eur plas a rejant en eur skolach bennak, pa guitaas An Uhel, an 3 a viz here, « lise » an Naoned, evit mont da Roazon. Kavet en devoa eno, gant skoazell ar prefed Feart, eur garg, nevez evitan, e bureoiou ar prefektur. Eno e reas anaoudegez gant A. Orain a laboure gantan er memes bureo [1]. Ret eo breman chom epad an deiz stag ouz eul labour a seblant d’ezan vean ha dizaour ; n’eus ken nemeur a amzer da redek war ar meaz. Keuz e tle kaout d’e vicher a gelenner, pe gentoc’h d’an ehan-skol, rak goude 18 miz tremenet e prefektur Roazon, e c’houlenn adarre eur plas a rejant.

Hanvet e voe, e miz here 1860, e skolach Kemper, ha karget

d’ober ar 5vet klas. Miret a reas ar plas-se betek miz here 1862 [2].

  1. — Heman, A. Orain, a raio diwezatoc’h, e departamant an Ill-ha-Vilen, al labour a reas An Uhel e Breiz-Izel : dastum soniou ha kontadennou ar bobl. E eost a vo fonnus evel hini e vignon.
  2. — E 1861, An Uhel a voe digemeret e « Breuriez Breiz », renet gant aozer ar Barzaz-Breiz ; roet e voe d’ezan eun diplom hag an hano a « Varz Treger ». Diwezatoc’h, e 1870 (a gredomp), An Uhel a roas an diplom-ze d’e vignon Gaidoz, evel eun dra kurius ha dibaot. Kavet eo bet etouez paperiou an aot. Gaidoz, goude e varo, (1a ebrel 1932), gant an aotrou Staude, en deus bet ar vadelez d’e rei d’eomp. Dre n’ez eus nemeur a zen oc’h anaout an diplom-ze, e tiskrivomp e denor penn-da-benn.

    « Breuriez Breiz.

    « Ni penn-sturier Breuriez Breiz-Izel, arc’hkelenner ar iez, marc’hek enn urz ann enor, hag ann dilerc’h ; da neb a lenno ar pez a zo aman warlerc’h, iec’hed, eurvad dreist pep tra, kaz ha kounnar ruz d’ar Brezonek mesket.
    Dre ma ez eo bet testeniet d’eomp gant tud wirion, eleiz anezho, diwarbenn ann Aotrou Ann Huel, Barz Treger, e oa hen eur prezeger diouz ann dibab, e teue ganthan, da bep ger, Brezonek mad, doareet c’houeg ha dic’hall a-grenn, evit ze e fell d’eomp lakaat anezhan etouez barzed ha Kenvreudeur Breiz, hag hel lakaat a reomp enn gwirionez dre al lizeriou-man, gant gourc’hemenni d’ann holl stoui d’ezhan e tu bennak ma valeo, kouls e kreiz leuriou kear evel enn henchou diwar ar meaz ; ha gant aon e teufe unan-bennak da dremen heb he ober war zigarez ne wie ket, kement-man a vezo embannet raktal, e pep korn euz Breiz, gant neb a zo ganthan karg a embannerez.
    Great e kastel Kemperle, ar c’henta deiz a viz even, er bloaz 1861.

    Ar Penn-Sturier, KERMARKER.
    T. R. eil str. »


    Ar geriou e lizerennou stouet a zo bet skrivet gant Kervarker ; ar re all a zo e lizerennou moulet. An diplom a zo bet « Moulet gant Ar Goffik, e Lanhuon ».
    Sellit ouz A. Ar Braz, Le Théâtre Celtique, p. 161-162.