Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116


— Ya, va c’harout a rit sur ; met ho mab n’eo ket maro ; eomp d’hen gwelet.

P’ arrujont er c’hambr, e oa ar bugel en e gavell, hag hen sart mat, hag o c’hoarzin eus e dad.

Bras ’voe joa ar roue, e c’hellit kredi !

Neuze e voe grêt festou ha c’hoariou eus ar re gaera, hag abaoue n’em eus ket klevet eus o doare.


Kontet gant Franseza an Ar C’hroseur,
gwreg Bizi, eus a Venac’h ;
miz Genver 1869.


————