Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108

brinsez Ronkar, eus a gastell Montoban, en tu all d’an douar, neuze, avat, e vefec’h eun den !

— Petra, tort, c’houi ’zo den da ober d’in kaout ar brinsez Ronkar ?

— Marteze a-walc’h.

— Deuit ganen neuze, ma ’z efomp hon-daou d’he c’hlask.

— Ya, mar karan.

— Me ’raio holl evel ma lavarfet d’in.

Mont a ra an tort gant ar roue d’he balez.

An deiz war-lerc’h e lavar ar roue d’ezan :

— Eomp brema da glask ar brinsez Ronkar.

— Ma ! Grit da genta samma eiz mul a aour hag a arc’hant.

Sammet a zo eiz mul a aour hag a arc’hant.

— Grit breman digas d’eomp peb a varc’h mat, hag eomp en hent.

Digaset eo an daou varc’h gwella a oa e marchosiou ar roue, ha setu int en hent o-daou.

Pa oant êt eur pennad, an tort a lakaas eun dra bennak e skouarn e varc’h, ha kerkent e kouezas d’an douar, maro, Hag hen da lavaret d’ar roue neuze :

— Evidoun-me ne valeïn ket, ha mar na ven douget, n’ez in ket pelloc’h.

— Deuit ganen war va marc’h, eme ar roue.

Setu int o-daou war ar memez marc’h, ha da vont adarre. Met an tort a reas adarre eun dra bennak da varc’h ar roue, hag e kouezas ivez d’an douar, maro-mik.

— Penaos ober brema ? eme an tort.

— Taolomp war an hent, eme ar roue, an aour hag an arc’hant a zoug unan eus ar muled, ha pignomp hon-daou war e gein.

Taolet eo an aour hag an arc’hant war an hent, ha setu int o-daou war gein ar mul. Dont a ra an noz, e-keit ma oant o tremen e-biou eur c’hoad bras.

— Eomp ’barz ar c’hoad da dremen an noz, a lavaras an tort.

Mont a reont er c’hoad gant ar seiz mul sammet.

— It er bern deliou sec’h-ze da gousket, a lavaras an tort d’ar roue, ha me ’c’h aïo war eur wezenn-dero, evit gwelet petra a