Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104


— En em dennit pell diouzin, daou den disleal ha trubard !… It pep-hini d’e vro gant e wreg, rak n’houllan ken ho kwelet em falez !

Gwreg an Tignouz, a oa neuze eur brinsez eur ar c’haera, en em daolas neuze etre diouvrec’h he fried, o ouela gant ar joa. Ar roue koz a anavezas neuze penaos ’oa e vab-kaer en devoa gounezet diou wech an trec’h war roue Bro-Zaoz, hag a lakaas e gurunenn war e benn.

Hag e voe grêt eur pred a-nevez, kalz kaeroc’h eget egile, ha kaeroc’h ivez eget an hini am eus-me grêt d’am c’hoan hirio, gant patatez ha lêz !


Kontet gant Barba Tassel,
eus bourk Plouaret,
miz genver 1869.


————