Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92


— Kê gant an diaoul ! a lavaras ar vamm, skuiz ha droug enni o klevet anezan o lavaret bemdez ar memez tra.

— Ma ! mamm, ec’h an d’hen klask.

Hag hen kuit… Pa oa o vont gant an hent, e tigouezas gantan eun aotrou kaer, war varc’h, hag a lavaras d’ezan :

— Pelec’h ec’h ez-te, va faotr ?

— Ma fe ! n’ouzon ket kaer. Va mamm he deus lavaret d’in mont gant an diaoul, hag oun o klask anezan.

— Mar karez dont ganen da vevel ?

— Ya a-walc’h.

— Deus aman ganen war va marc’h.

Setu int o-daou war ar marc’h, ha kuit d’an daoulamm-ruz. An Diaoul a oa hennez. Pa voent digouezet en e gastell, e lavaras da Bipi :

— Deus ganen, ma tiskouezin d’it petra az pezo d’ober bemdez.

Kas a ra anezan da genta d’eul lec’h hag e oa eno peder fillig war drebeziou, ha tan bras dindane.

— Sell aman peder fillig hag az pezo tan da zerc’hel dindane, hag eun tan ifern.

Mont a ra gantan neuze d’ar marchosi :

— Sell ama va marc’h, hag e skrivelli anezan, hag e roï foenn ha melchon ha kerc’h d’ezan ar pez a garo, ha neuze e valeï anezan er c’hoad hag en aleou, en-dro d’ar c’hastell… Sell du-hont c’hoaz, er c’horn tenval-ze, eur gazeg treut, hag evit holl voued e roï d’ezi bazadou, diou wech bemdez ; ha sko start, ha hep truez, ken a c’houezi… Deus breman ma tiskouezin d’it ar feunteun, e traon ar porz. Sell aze ar feunteun. Gwelet a rez evel m’eo sklêr ha kaer an dour enni. Diou wech bemdez e tigasi va marc’h da eva aman. Met taol pled mat da lakaat da zaou dorn pe da benn en dour-ze, pe gwaz a ze d’it… An ti e vo ret d’it da skuba bemdez ivez, met na daol ket ar skubadur er-mêz : laka aneze en eur bern ’dreg an nor… Me ’ya brema da ober eun dro, ha pa retornin d’ar gêr, e welin ha te az pezo grêt pep tra evel am eus gourc’hemennet d’it.

Mont a ra neuze ar mestr kuit, ha Pipi a chom e-unan er c’hastell. Mont a ra da genta da ober tan dindan ar peder fillig. Pa oa