— Lavarit d’ho mestrez penaos n’he deus ket a vadou a-walc’h evit prena unan eus ar mouchouerou-man.
Distrei a ra ar plac’h a gambr da gavout ar brinsez.
— Ac’hanta ! petra en deus lavaret d’ec’h ?
— Lavaret en deus d’in penaos n’hoc’h eus ket a vadou a-walc’h evit prena unan eus e vouchouerou.
Ober a ra van neuze d’en em gavout diês, hag e lavar penaos n’hall ket mont d’an iliz hag e vo ret lakaat an eured an deiz war-lerc’h.
Lakaet eo an eured an deiz war-lerc’h, hag e tistrojont holl d’ar c’hastell. An deiz war-lerc’h ar beure, e kas adarre he flac’h a gambr da c’houlenn digant Fanch pegement e kousto d’ezi daou eus e vouchouerou.
Mont a ra ar plac’h a gambr, hag e lavar d’ezi adarre :
— Lavarit d’ho mestrez n’he deus ket a vadou a-walc’h evit prena nag unan na daou eus va mouchouerou.
Distrei a ra da lavaret d’he mestrez ar pez a zo respontet d’ezi.
— Ma ! it da lavaret d’ezan neuze dont da gomz ouzin.
Mont a ra, hag e lavar :
— Lavaret a zo d’ec’h dont da gomz ouz ar brinsez.
— Lavarit d’ar brinsez dont d’am c’havout, m’he deus c’hoant da gomz ganen.
Mont a ra ar brinsez da gavout Fanch.
— Deuit ganen eun tammig d’am c’hambr, emezi.
— Ya, raktal.
Hag ec’h a ganti d’he c’hambr, hag en em daolont an eil en diouvrec’h egile, en eur ouela gant ar joa.
Ar brinsez a gas he flac’h a gambr da lavaret da vestr ar c’hastell penaos en em gav diês bepred, hag e ped anezan da c’hortoz beteg an deiz war-lerc’h evit mont d’an iliz, met pred an eured e c’haller ober anezan an deiz-ze, p’oa arru an holl dud a oa bet pedet.
Grêt eo evel-se. Eur pred e oa eus ar c’haera. E dibenn ar pred, e oa gê-kaer an holl, ha pep-hini a gonte eun taol-kaer bennak. Ma voe pedet ar brinsez da lavaret ivez eun dra bennak ; hag e komzas evel-hen :