Pajenn:Luzel - Kontadennou ar Bobl e Breiz-Izel, 1939.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83

teir varrikenn didal.

— N’ouzoun petra rei d’eze goude o soup ; n’em eus aze nemet tri danvad, ha n’eo ket a-walc’h.

— Gortozit, gortozit, mamm-goz ; na gemerit ket a nec’hamant gant se.

Ha Fanch da zispaka e serviedenn, ha da lavaret :

— Dre vertuz va serviedenn, ra zigouezo ama tri ejen rostet ha teir varrikenn win !…

Ha kerkent e tigouezas war an daol tri ejen rostet ha teir varrikenn win. Neuze e oa deut mat d’an hini goz.

Emberr e klevjont eun drouz vras, hag en beg ar siminal : Hou ! hou ! hou !

— Setu va mab bihana ! a lavaras an hini goz ; it buan ’barz ar c’houfr.

Ha kerkent mab bihana an hini goz a ziskennas dre ar siminal, hag a lavaras :

— Naoun am eus, mammig, gwall naoun am eus !

— Ma ! azezit aze da c’hortoz ho taou vreur, ha roit peoc’h. Hag ec’h azezas war eur skabell e-tal an tan ; met prestik e lavaras :

— C’houez ar c’hristen a glevan, mamm, hag hen debri a renkan !

— Ya, moarvat, e tebri eur c’henderv d’it a zo deuet d’am gwelet, hag en deus digaset peb a ejen d’ec’h. Na welez ket aze ?

— Oh ! neuze, mar deo eur c’henderv, ha mar en deus digaset peb a ejen d’eomp, ne rin droug ebet d’ezan… Met pelec’h eman ?

An hini goz a dennas Fanch eus ar c’houfr, hag en em gavjont prest mignoned, e genderv hag hen.

Emberr e klevjont adarre eun dourni vras, ha : hou ! hou ! hou ! war veg ar siminal.

— Setu an eil Avel ! a lavaras an hini goz, rak mamm an aveliou a oa.

Hag e tiskennas ivez an eil Avel dre ar siminal. Pa welas Fanch :

— Eur c’hristen ! Hen debri a renkan dioc’htu !

— Me ’garfe gwelet ! eme an hini goz. Petra, eur c’henderv