’N aotro Penkrean ’vonjoure,
Ebars ann ti pa arrue :
— Bonjour ha joa holl en ti-ma,
’N aotro Koadjilinn pelec’h ’ma ?
— ’Man duze war he wele klanv,
Na lezfe den da gomz out-han ;
Ken terrupl hec’h eo he glenved,
Na lezfe den d’ vont d’hen gwelet.
— Fete a-c’hann na sortian,
Ken am bô bet komzet gant-han.
— Aotro Penkrean, ma iskuzet,
Ha breur Koadjilinn ’zo desedet :
Ma mamm na digemenfet ket,
Rag he c’halon na badfe ket.
— Penoz he c’halon n’ badfe ket ?
Ar galon d’hen lac’ha, ’d-eûs bet !
Ann archer bihan ’vonjoure
Ebars ann ti pa arrue :
— Rollantes fall, em breparet,
Ganen d’ar prizon a teufet.
Alliet ’r Rolland a lâre,
War ar potans pa arrue :
— M’am bije sentet ma mates, pa lâre d’in,
Am bije preservet buhe tri :
Breman ’on kaoz da varo tri,
Maro ma daou vab ha ma hini !
Kanet gant Marc’harit Fulup,
a barouz Plunet — Kosteio ann Hanter-Noz.