Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 2 1874.djvu/155

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


  — Ma vije ken brao ma lâret,
N’ deuje ket hep eujo d’am gwelet ;
Ma vije den-jentil a-walc’h.
N’ vije ket kabrestr ’n penn he varc’h.

  Eujo ha kentro alaouret
Dle un denjentil da gavet :
Me, pa ’c’h inn, n’inn ket war gezek,
’Iel’ ’n ur c’harrons mad ekipet ;

  ’Iel’ ’n ur c’harrons ekipet mad,
Tric’houec’h a gezek d’hen roulad ;
C’houec’h ’vô a-rok, ha c’houec’h a-dre,
Ha tri a vô euz pep koste.

  Tric’houec’h kant poellad a winiz
A douch ma zad euz koste Breiz,
Hag kement all euz koste Gall,
Me ’vô itron a goste all.

  Na eûs penheres en Roazon
A rafe kammed dirazon,
Mes ann itron a Rozambaou,
Mar gra unan, na raï ket daou.

  Me ’m eûs en Leon un dourrel,
’Zo warnezhi tregont pommel,
He garniturio en arc’hant,
He frennestro en olifant ;

  He frennestro ’n olifant gwenn,
He dorojo en aour melenn…


Kanet gant pipi Gouriou,
guiader, er C’hoz-Varc’had. — 1844.


__________