Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/442

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


V


   Belek ar Bihan a lare
En bered Gaudri p’ valee :
— Piou ’zo er bez-ma douaret,
Pa n’oa ma c’honje goulennet ? —

   Sakrist Gaudri a lavaraz
Da velek ’r Bihan, p’hen klewaz :
— Nac’h ouzoc’h pelloc’h n’hellann ket,
Aze ema Janet ’r Marec !

   Belek ’r Bihan, p’hen euz klewet,
Dour-benniget ’n euz kommerret,
Ha war ar bez eo daoulinet,
Ur mennad hen euz goulennet :

   Goulennet ’n euz digant Doue
Merwell iwe eudann tri de ;
Merwell iwe endann tri de,
Ha douaret ar bevare.

   Doue hen euz-han selaouet,
War-benn tri dez ez eo marwet ;
War-benn tri dez ez eo marwet,
Hag ar bevare douaret.


VI


   En bourk Gaudri, bars ar vered,
Ur fourdeliz-kaer ’zo zavet ;
Ur fourdeliz-kaer ’zo zavet,
War vez ’r plac’h iaouank hag ’r belek ;

   Kaer ’zo donet d’hi c’hutuilla,
Na ra bepred met fleurissa !……[1]
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kanet gant ma mamm, Rosali Ar Gac. — 1853.


___________


  1. Rapprocher cette pièce ainsi que la précédente de celle qui leur correspond dans le Barzaz-Breiz (page 286, 6e édition) sous le titre de Geneviève Rustéfan.