Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/122

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —


buhan da welet evel ma verw. Hag ann aotro a dos-taas ewit sellet er pod-houarn, hag a lâras :

— Ia a-vad ! ha gant da skourjez eo a rez d’ehi birwi evel-se ?

— Ia sur, aotro ; ar c’hoad a zo ker, hag a ve re goustuz d’in.

— Gwir a-walc’h a lâres. Ro d’in da skourjez, ha me a lezo ganid ar vilinn daou vloaz all ewit mann.

— Pa eo c’hui eo, aotro, setu-han aze.

Hag ann aotro a retornas d’ar gèr gant he skour-jez ; hag o tont, a lâre d’ehan he-unan : — Breman a lakaïnn diskar ar c’hoad diwar ma holl douaro, hag am bô kalz a arc’hant ewit-he. —

Goerza a eure ar c’hoad holl diwar he zouaro. —

— Aotro, n’am euz ken un tamm koad na keuneud ; penoz a rinn-me breman ewit aoza boued ? — A lâras ar gegineres d’ehan, ur zadorn da noz.


— Me a oufed mad penoz ober, kegineres ; n’ho pet ket vorc’hed gant kement-se.

Ann dewarlerc’h ar beure, a oa ur zul, hag ann aotro a lâras da holl dut he di, mewelienn ha mitizienn, mont d’ann oferenn-bred, nemet Iann-vraz, he vewel kenta, a chomje gant-han er gèr.


— Ha leinn, piou hen aozo ? a lâras ar gegineres.


— N’ho pet ket a nec’hamant gant-se, hag et holl, pa lâran d’ac’h.

Setu int-ta partiet holl d’ar bourk. Ann aotro a lâras neuze da Iann-vraz digass ar pod-houarn braz en