Pajenn:Luzel - Ar republik hag ar monarchi, 1875.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
L’Echo de Morlaix.


Ar Republik hag ar Monarchi

En Franz, an darn vuian euz ann dud a gred beza gwiziek, ha koulzgoude e parifenn penoz ann dredern euz ar Fransijenn na ouzont ket petra eo ur Republik, ha petra ur Monarchi.

Er skool kenta, pe ar skool primer, na ve ket disket d’ar vugale ar seurt traou-se, ha divesatoc’h peurvuian ann dud diwar ar meaz n’ho diskont ket ive. Ar monarchisted a lavar gant plijadur penoz ar Republik a zo ur gouarnamant indan pehini kalz a dud a zo bet lakêt d’ar maro ha guillotinet en 1793, pehini hen eûs grêt deveziou miz Ewenn, en 1848 ha lac’het kalz a dud vad hag enorus, ha diskaret kalz a vonumantjou kaer en Paris, epad ar Gommun milliget, en 1871.

Kement-se a zo evel ma lavarfe ar republikaned d’ar monarchisted penoz ar Monarchi a zo ur gouarnamant indan pehini ann dud diwar ar meaz a vije gwerzet, en amzer goz, gant ann douar, evel ma ve gwerzet ar marc’h gant he gabrest ; indan pehini Iann Gouer vije kaset d’ar galeou evit beza lac’het ur c’had pe un glujar war douarou un aotrou bennag ; indan pehini a vije losket (brûlés) ar judevienn, ar protestanted hag ar sorserrien ; indan pehini a eo bet grêt ar Sant-Barthelemi, da lavaret eo lac’het en un nozwez, pa na sonjent en drouk a-bed, ann darn vrasa euz ar brotestanted a oa dre-holl en Franz, — ha grêt bep seurt torfejou all dindan Napoleon.

Met ann dud a gomz evel-se, a zo disleal (injustes) euz ann daou du, rag na gomzont nemet euz ann drouk, ha na lavaront netra euz ar vad.

A wirionez eo : ar Republik a zo gouarnamant ann holl, da lavaret eo ann holl galvet da reï ho ali war bep-tra, dre ann elektionnou a vad ; el-lec’h ar Monarchi eo gouarnamant unan hep-ken, ur roue pe un impalaër, pehini a ra pep-tra hervez he benn, hep goulenn ali na kuzul digant nikun. Indan ar Republik, ez omp mestr euz hon zraou, indan ar Monarchi, na omp mestr da netra. Gant ar Republik, e c’hourc’hemenomp ; indan ar Monarchi, n’hon eûs netra da ober nemet sennti.

Gant ar Republik, e c’hanvomp hon deputeed, ar re a garomp hag a anavezomp beza douget evit hon mad hag hini ar vro holl, — hag ann deputeed-se, d’ho zro, a dibab hag a c’hanv pensturier pe presidant ar republik. Mar na ra ket ann deputeed hervez hon c’hoant, hag evit mad ann holl, e vent torret ganeomp, hag a ve lakêt re-all en ho lec’h ; hag ar pensturier ive, pe presidant ar Republik, mar na ra ket evel ma ve dleet, e ve roët dezhan he gonje, ha laket ur pensturier all en he lec’h. Grêt a ve neuze electionnou braz, da lavaret eo er Franz holl, pep elektour a laka er vouest un tammig paper hanvet bulletin, war behini a ve merket hano ann hini hen defe c’hoant da lakaad da bresidant, ha goude-se, pa ve kontet ar bulletinou hag ar moeziou roët da bep-hini, ann hini hen defe ar muian a ve lakêt da bensturier pe presidant. Ann dra-se, war a welet, na eo ket diesoc’h eget em disober euz ur Mear pehini na blij ket da dud he barroz.

Pep commun, pe pep parroz, d’an amzer ma vije hanvet ar maeriou hag ann adjointed dre elektion, da lavaret eo gant holl dud ar barroz, — ez oa evel ur Republik bihan. Pep mear ez oa pensturier pe presidant euz ar Republik vihan-se. Mar na re ket pep-tra evit mad ann holl en he barroz, mar klaske hoc’h enebi pe noazoud d’heoc’h, e kommerrac’h pasianted ur pennad amzer ; met pa deue koulz ann electionnou nevez, e vije roët d’ezhan he gonje, ha kement-se hep kann, na toliou dorn, na kalz trouz.

F.-M. L.
(De veza heuliet)