Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ledan - An daou vreur, 1843.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(5)

eus hor c’holl ; ni pere a dlefe anavezout qement en em bratic el labouradur vad an douarou, qement a zizoloer a vad : control a ze, precius eo ; ha neuze, un nebeut a zescadurez, pehini a zigor ar speret, ne ra qet a c’haou d’ar galon. Yan, abạoue ma ellàn, bep sul ha bep gouel, goude an ofiç hac er momentchou rar a vagder, lenn va-unan an Aviel, Imitation Jesus-Christ, Buez ar Zent, an Devez Mad, an Instructionou Christen, an Doctrin Gristen, — Simon a Vontroulez, Güizieguez ar pautr côs Richard, etc., e credàn e meus muioc’h gounezet eguet collet. Ne zàn qet da redec an hostaliriou, nac ar c’hoariou difennet, goude pere e scuis ar c’horf, e tispigner fall an arc’hant, hac e vez alies disputou.

— Evit drouc-comz diouzìn eo e lavares qementse, eme Yan, en eur disqeuz humor.

— Oh ! ar zonch-se, eme Fanch, a zo pell diouzòn, va breur ; va fêçon da velet eo a roàn did da anaout, goude ma c’heus lavaret dìn da hini. Petra zo a justoc’h ?

— Bah ! qementse oll a zo digareou fall ; derc’hel a ràn d’ar pez a meus lavaret da guenta.

— Inutil e ve dìn, va breur, essât disabusi ac’hanout. Ret eo gortos eus an amzer : an œuvrou a gomzo.

An daou vreur en em separas. Yan a voa fachet diouz Fanch ; Fanch a glême Yan.

O zad n’en devoa recevet nep descadurez, daoust d’e gueuz bras ; ha dre ma voa re yaouanq e vugale en amzer ar revolution, n’en devoa nemeur sònnjet rei dezo muioc’h. Fanch en devoa dija pemzec vloas, na vouie qet lenn. E baeron,