Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/34

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

c’houch êr d’eus a behini am eus comzet ; consanti a ran ive e c’houfe mâd dre be lec’h en-em dirija evit caout al loar, ar pez couscoude e ve eun nebeut diez dre ma valé atao an astr-zé, ac evit er gortos en e bassach e ranqfé om béajour eb en-em drompla, (eun dra diez ive) choas ébars en immancité, eur plaç dre behini e clé passéal ar vro évit pehini en devoa quéméret e baspòr ; me suppos éta ne gaffe ampêchamant abet d’eus ar c’hosté-zé, ha ne nefé da ober nemet antréal el loar pehini a vefe dirazan ével d’eus e c’hortos. Credi a-voualc’h e ran e parvenfé neuzé da vont enni, mes cazi sûr on ive penos ec’h antrefe buannoc’h evit ma tézirfé ; rac eur véac’h man défé tapet ar c’houch a attraction a glé ive caout ar blanéden vian-ze, ne quet pignat e refe quen, mes couéa el loar quer buan ével ma sorti eur voulet d’eus eur chanoill. Doueti a ran en-em amusfe om béajour, goudé al lamp-se, da examina habitantet e vro nêvé, hac an traou curius a alfé bea ebars.

Anaveomp eta penaos Doué en eur groui ar blanedennou an eus grêt ma vijé impossubl deomp mont d’eus an eil d’ébén. Evel-se ni a zo grêt evit beva er blanéden-ma hanvet an douar, evel ma ê grêt al lapoucet da veva en êr, ar pesquet er mor hac ar bleïzi er c’hoajou.