Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/30

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

e d’eus eur gallout dre behini e chach d’e heul ar môr ; penos e clé-y er c’hann pa ve leun en tu control d’an éol, hac e commançamant y béach (loar nevez) pa ve er memeus coste gant an astr-sé, penos e lavaran-me e clé neuzé possedi eur gallout brassoc’h var ar môr hac en chach davantach.

Dre-ze eta e tamaller d’al loar mouvamant ar môr.

Cavet o peus marteze extraordinal gouelet var an armanagou annoncet en avanç ar maréou brassa d’eus ar bla : cetu aman eur goms var guement-se.

E commançamant an nevez-amzer (fin miz meurs) hac e commançamant an discar amzer (fin miz guengolo) e ma an daou vare brassa d’eus ar bla.

Ervez ar pez am eus lavaret aman huelloc’h e cléer compren penos an daou vare bras-sé a glé bea er c’hann d’eus al loar pe el loar-nevez, ervez ma tigoe d’an eil pe d’éguile d’eus an daou gartier-ze bea d’eus an drivac’h d’an dri pe d’ar bêvar varn-ugnent d’eus an daou viz am eus hanvet dija ; rac evit bea an nevez-amzer commancet en unan varn-uguent d’eus a viz meurs, ma ne ve loar nevez pe ar c’hann nemet er bêvar varn-uguent d’eus ar miz pe memeus daou pe dri devez divezatoc’h, ar mare bras a retardo ive d’eus a guement-sé.

Cetu ama brema ar rêzon suppozet d’eus an daou vare huel-zé.

Epad ar goan, neb quet a vâr, ar scorn ac an erc’h a guemer eun deoder incomprenabl ebars er vroyou a zo en dro da vég an aël