Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/28

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

pemzec cant c’hoec’h ac anter-cant, da lavaret ê daou c’hant daouzec vla ha pêvar-uguent goudé. Ma ê ar memeus hini e voa, e tigoé dei distréi adarre er blavez-ma (trivac’h cant eiz-ha-daou-uguent).

Eur bla a zaou-c’hant daouzec vla ha pêvar-uguent a zo en conscianç re hir. An hent euzus a ra ar stéréden-zé evel meur a hini-all d’eus ê sort a ra din sonjal ec’h éont da glasq an hân digant meur a éol an eil goude éguilé.

Bea zeus ive ac a zo primoc’h, pe evit lavaret guelloc’h, o d’eus eun hent berroc’h da ober ; dre exempl, an hini a voe remerquet en mil eiz cant daou varn-uguent hac en mil eiz cant pemp varn-uguent. N’er guelet nemet gant an télescop.

An amzer en pâd pehini ar stéret lostec a chom visibl a zo, evel ma m’eus-an lavaret, ber alies : ar re a zo chomet an hirra n’int bet nemet c’houec’h miz.


————


AN ECLIPSOU.


————


Eun astr a zo éclipset évidomp pa drémen unan all étré ên hac an douar.

Eclips éol zo pa dremen al loar étré ên hac an douar, mes evel ma ê brassoc’h an éol evit al loar, pa ve ar muia cuzet e velomp eur c’heill a sclérijen ; couscoude e teu tefal hac an amzer a fresca. An éclips-se a véler guelloc’h dre eun tam gouër duet, evit gant al lagat noaz.