Pajenn:Lebreton, Studi var an astrou, 1848.djvu/10

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —

d’eus e blaç… Comprenit mat ; an eol ne vale quet.

Ar savantet o d’eus couscoude rémerquet penos e ra eun dro varn’an e-unan d’eus an Occidant d’an Oriant en pemp dervez varn’uguent, hac an dro-zé e ra evel eur velin, eb bouj eus e blaç.

Drẻ e nerz o trei o chach d’ê eûll en dro dean, mes pep hini en e c’heill, eunnec planeden d’eus a bere an douar a zo unan.

Lavaret em eus penos ne vouj quet an éol d’eus e blaç, evit en explica e ranquan coms d’eus an douar.


————


AN DOUAR.


————


Ar bed-ma zo ar pez a hanver eur blanéden, rond ê evel eur voul ; ober a ra e dro d’an éol en tri c’hant pemp ha tri-uguent dervez pemp heur no ha daou-uguent minut, ar pez a ra eur bla.

An hent a ra oc’h ober an dro-zé a zo unan-varn-uguent mil léo beb heur ; uguent guech buannoc’h evit eur voulet o sortial d’eus eur c’hanoill.

Euspenn an dro annuel-ze e ra eun dro varn-an e-unan, evel eur vélin, en peder heur varn-uguent, ar pez e ra eun dervez hac eun nosvez. Oc’h ober an dro-zé e ra c’hoec’h