Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
KATÉKÎZ

énv béô-buézek. G. Péré eo ar Broféded eûz a béré hon eûz skridou. L. Izai, Jérémi ha kalz ré all. G. Pétrâ hô deûs-hi diouganet. L. Ann diskar krenn eûz a zouantélez Samari. G. Na diwar-benn Jéruzalem. L. Diouganed hô deûz pénaoz é vijé dismanted ha saved a nevez. G. Ha komzed hô deûz eûz ar Mesî. L. Ia, diouganed hô deûz kémend a dlié c’hoarvézout gant-han. G. Ha komzed hô deûz eûz ar gévrédigez nevez. L. Ia, lavared hô deûz pénaoz é vijé klôkoc’h égéd ann hint gôz. G. Pétrâ hô deûz lavaret diwar-benn galvédigez ar Jentiled. L. É teûjé ann holl boblou da guitaad hô idolou évid azeûli ar gwîr Zoué.




DAOUZÉKVED GENTEL.
Eûz a Sklavérez Babilon.

Rouéed Israel ha ré Juda na denjont talvoudégez é-béd eûz a rébechou ar Broféded nag eûz hô c’hélennou. Enn-énep, hô heskina a réjont hag hô lékéjond da vervel gant krizder, évid ann darn-vuia anézhô. Doué a c’houzanvaz hô gwallou gand eunn habaskded estlammuz, hag hô c’hortozaz pell-amzer da binijen ; hôgen enn-divez é sévénaz hé c’hourdrouzou. Rouantélez Samari a oé dismantet, hag ann dék breûriez a oé skigned é brôiou pell, a béré na zistrôjont mui, Goudé-zé Nabukodonôzor a wastaz Jéruzalem, a zevaz ann iliz hag a gasaz