Goulenn. Pérâg é tléeur mirout gourc’hémennou ann Iliz. Lavar. O véza ma eo ann Iliz hor mamm. G. Livirid hé gourc’hémennou. L. Klev gant prédéri, etc. G. Pétrâ éta eo réd da ôber da zûl da vihana. L. Sélaoui ann oféren. G. Hag a-walc’h eo hé sélaoui. L. Nann, réd eo ivé pidi Doué gand évez. G. Ha réd eo kôvésaad a-wéchou. L. Ia, da vihana eur wéach ar bloaz. G. Pérak-zé. L. Évit na vorzed két ré bell er péc’hed. G. Ha réd eo koumunia aliez. L. Ia, ioul ann Iliz eo. G. Hôgen pétrâ a zô réd. L. Koumunia da vihana eur wéach ar bloaz. G. É pé amzer. L. Da Bask. G. Da bé oad é eur dalc’hed d’ann daou c’hourc'hémenn-zé. L. Pa zéraoueur anaoud ar mâd diouc’h ann drouk.
Ouc’h-penn ar zuliou, éz eûz deisiou gwéstled da Zoué, a c’halvomp goéliou. Méneg a réeur enn-hô eûz a visteriou al lézen-Gristen, pé eûz a hiniennou eûz ar Zent. Ann daou c’hoél brasa eo Pask hag ar Pentékost. Pask eo ann deiz eûz a zazorc’hidigez Jézuz-Krist. Ar Pentékost eo ann deiz é péhini é tiskennaz ar Spéred-Santel. Nédélek eo ann deiz eûz a c’hinivélez Jézuz-Krist. Ar Rouanez pé ann Épifania eo ann deiz é péhini é