Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
ar c’hanédigez.

ann Aotrou. Ac’hanô eo deûed al lavar : Evel Nemrod, gwénaer kré dirâg ann Aotrou.

10. Ar vamm-géar eûz hé rouan̄télez a oé Babilon ; hag Arach, hag Achad, ha Chalanné, é douar Sennaar.

11. Eûz ar vrô-zé é teûé Assur, péhini a zavaz Niniv, ha marc’halléc’hiou ar géar-zé, ha Chalé.

12. Étré Niniv ha Chalé é savaz ivé ar géar a Rézen ; honn-nez a zô eur géar vrâz.

13. Hôgen Mesraim a en̄géhen̄taz Ludim, hag Anamim, ha Laabim, ha Neftuim.

14. Ha Fétruzim, ha Chasluim, a béré eo deûet ar Filistined hag ar Kaftorined.

15. Hôgen Kanaan a en̄géhen̄taz Sidon, hé vâp héna, hag Hétéuz,

16. Ha Jébuzéuz, hag Amorréuz, ha Gerjézéuz,

17. Hag Hévéuz, hag Araséuz, ha Sinéuz,

18. Hag Aradiuz, ha Samaréuz, hag Amatéuz ; ha goudé-zé brôadou ar C’hananéed a oe skiñet.

19. Hag harzou ar C’hananéed a oé adalek ma teûeur eûz a Zidon da Gérara bété Gaza, ha bété ma’z éeur ébarz Sodoma ha Gomorr, ébarz Adama ha Séboim, bété Léza.

20. Ar ré-zé eo mipien Kam, gan̄d hô c’heren̄tiézou, hervez hô iézou, hag hô rummou, hag hô douarou, hag hô brôadou.

21. Sem, tâd holl vipien Héber, breûr héna Jafeth, en doé ivé mipien.

22. Mipien Sem a oé Elam hag Assur, hag Arfaksad, ha Lud, hag Aram.

23. Mipien Aram a oé Us hag Hul, ha Geter, ha Mess.

24. Hôgen Arfaksad a en̄géhen̄taz Salé, eûz a béhini eo ganet Héber.

25. Héber en dôé daou vâb : unan a oé hanvet Faleg, dré ann abek ma oé rannet ann douar enn hé amzer ; hag hé vreûr a oa hanvet Jektan.

36. Ha Jektan a en̄géhen̄taz Elmodad, ha Salef, hag Asarmoth, ha Jaré,

27. Hag Aduram, hag Uzal, ha Dékla,

28. Hag Ebal, hag Abimael, ha Saba,

29. Hag Ofir, hag Hévila, ha Jobab ; ar re-man̄ holl a oé mipien da Jektan.

30. Brô ar ré-man̄ a oa adalek ma teûeur eûz a Vésa bété Séfar, ménez eûz ar saô-héol.

31. Ar ré-zé eo mipien Sem, hervez hô c’heren̄tiézou, hag hô iézou, hag hô brôiou, hag hô brôadou.

32. Ar ré-zé eo kéren̄tiézou Noé, hervez hô brôiou hag hô brôadou. Diouc’h ar ré-zé é oé skiñet ar brôadou war ann douar goudé al livaden.


————


XI. PENNAD.


Tour Babel. Kemmesk ann iézou.


1. Né oa neûzé war ann douar néméd eur iéz, hag eunn hévélep prézeg.

2. Hag ô véza ma teûen̄t eûz ar sav-héol, é kavchon̄t eur gompézen é douar Sennaar, hag é choumchon̄t enn-hi.

3. Hag ann eil a lavaraz d’égilé : Deûit, gréomp brikennou ha poazomp-hi ouc’h ann tân. Hag hi hô dôé brikennou é leac’h mein, ha pég-tanô é léac’h pri-râz.

4. Hag é léverchon̄t : Deûit, gréomp eur géar évid-omp, hag eunn tour, eûz a béhini al lein a dizô ann én̄v ; ha brodomp hon hanô, abarz ma vézimp skiñet war ann douar holl.

5. Hôgen ann Aotrou a ziskennaz da wéloud ar géar hag ann tour a zavé bugalé Adam.

6. Hag é lavaraz : Chétu n’in̄t néméd eur bobl, ha n’hô deûz évit-hô holl néméd eur iéz ; en em lékéad in̄d da ôber kémen̄t-sé, ha na guitain̄t kéd hô ioul, kén n’hô dévézô peûr-c’hréat.

7. Deûid éta, diskennomp, ha kemmeskomb énô hô iéz, évit na glévô kéd ann eil mouéz égilé.

8. Hag ével-sé ann Aotrou hô skiñaz eûz al léac’h-zé war ann douar holl, hag éc’h éanchon̄t sével ar géar.

9. Ha dré-zé eo é oé hanvet Babel, râg énô eo é oé kemmesket iéz ann