Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
79
levr ar profed jérémias.

d’ézhô, ha n’em eûz két komzet out-hô ; gwélédigésiou gaou, darvoudou gwân, trôidellou ha touellérézou hô c’haloun hô-unân eo é tiouganon̄t d’é-hoc’h.

15. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn ar broféded péré a ziougan em hanô, péré n’em eûz két kaset, hag a lavar : Ar c’hlézé hag ann naounégez na vézin̄t két enn douar-man̄ : gan̄d ar c’hlézé hag ann naounégez é vézô dispennet ar broféded-zé.

16. Hag ar boblou da béré hô dévézô diouganet, a vézô taolet é ruou Jéruzalem enn abek d’ann naounégez ha d’ar c’hlézé, ha na vézô dén évid hô bésia, nag hî, nag hô gragez, nag hô mipien, nag hô merc’hed : râk mé a skuḻo war-n-ézhô hô droug hô-unan.

17. Hag é liviri d’ézhô ar gér-man : Va daoulagad a skûḻ daérou nôz-deiz, ha na éhanon̄t két ; ô véza ma eo bét brévet gan̄d eur brévadur brâz ar werc’hez, merc’h va fobl, ha ma eo gwall zroug hé gouli.

18. Mar d-ann er-méaz er parkou, chétu é kavann tûd lazet gan̄d ar c’hlézé ; ha mar d-ann ébarz ar géar, chétu é wélann ré all dislébéret gan̄d ann naounégez. Ar broféded hag ar véléien a zô bét kaset ivé enn eunn douar ha na anavézen̄t két.

19. Ha distolet ha dilézet eo Juda gan-éz ? Hag argarzuz eo deuet Sion d’as éné ? Pérâg éta éc’h eûz-té skôet war-n-omp, enn hévéïep doaré n’eûz iéc’hed é béd évid-omp ? Ar péoc’h a c’hortozemp, ha n’eo deûet nétrâ a vâd ; hag amzer ar barédigez, ha chétu ar strafiḻ.

20. Nî a anavez, Aotrou, hor gwallou, ha fallagriézou hon tadou, ô véza ma hon eûz péc’het enn da énep.

21. N’hol lez két da gouéza er vézégez enn abek d’as hanô, na daol két a zismégan̄s war-n-omp, nî trôn da c’hloar. Az péz koun, ha na laka két da véza didalvez ar gévrédigez éc’h eûz gréat gan-é-omp.

22. Ha béz’ éz eûz hini é-touez skeûdennou ar brôadou a rôfé glaô ? Pé ar goabrou hag hî a hell rei ann douréier ? Ha né két té eo ann Aotrou hon Doué, a c’hortozomp ? Râk té eo éc’h eûz gréat kémen̄t-se.


————


XV. PENNAD


Ar Profed a béd évit-han̄ hé-unan. Doué a fréalz anézhan̄.


1. Hag ann Aotrou a lavaraz d’in : Ha pa zavché Moizez ha Samuel dira-z-oun, na drôjé két va c’haloun étrézég ar bobl-zé ; taol anézhô a zira-z-oun, ha r’az ain̄t kuît.

2. Ma lévéron̄t d’id : M’az aimp ? Té a lavarô d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Piou-bennâg d’ar marô, d’ar marô ; piou-bennâg d’ar c’hlézé ; d’ar c’hlézé ; piou-bennâg d’ann naounégez, d’ann naounégez ; piou-bennâg d’ar sklavérez, d’ar sklavérez.

3. Ha mé a gasô pévar zra out-hô, émé ann Aotrou : ar c’hlézé évid hô laza, ar châs évid hô diskolpa, hag evned ann én̄v, ha loéned ann douar évid hô dispenna hag hô loun̄ka.

4. Ha me hô rôiô da frouden holl rouan̄télésiou ann douar ; enn abek da Vanasez, mâb Ezéc’hias, roué Juda, évid kémen̄d en deûz gréat é Jéruzalem.

5. Râk piou en dévézô truez ouz-id, Jéruzalem ? Piou en em zoaniô enn abek d’id ? Pé piou a bédô évit kaout da béoc’h ?

6. Va dilézet éc’h eûz, émé ann Aotrou ; distrôet oud war da gîz. Mé a astennô va dourn war-n-od, hag a zispennô ac’hanod ; skuîz ounn oc’h da erbédi.

7. Ha mé a skiñô anézhô gan̄d ar gwen̄ter bétég harzou ann douar ; lazet ha dispennet eo va fobl gan-én̄ ; ha koulskoudé n’in̄t két distrôet eûz hô hen̄chou.

8. Paottoc’h eo lékéat hô in̄tan̄vézed gan-én̄ égét tréaz ar môr : kaset em eûz war-n-ézhô eunn énébour, en deûz lazet é-kreiz ann deiz ar vamm hag ar vugalé ; eur spoun̄t brâz em eûz taolet war hô c’hériou.

9. Ann hini é dôa ganet seiz gwéach a zo deûet da véza gwân, fatet eo hé