Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
levr ar profed jérémias.

an̄kounac’héet ann Aotrou hô Doué.

22. Trôit, bugalé, ha distrôit ouz-in, ha mé hô iac’hai eûz hô trougiézou. Chétu nî a zeû étrézég enn-od ; râk té eo ann Aotrou hon Doué.

23. É-gwirionez ar c’hrec’hiennou hag al lôd-brâz eûz ar ménésiou n’in̄t némed gévier ; évit-gwîr silvidigez Israel a zo enn Aotrou hon Doué.

24. Ar vézégez é deûz loun̄ket labour hon tadou enn hor iaouan̄ktiz, hag hô dénved, hag hô saoud, hag hô mipien, hag hô merc’hed.

25. Enn hor mézégez é kouskimp, ha gan̄d hon dismégan̄s é vézimp gôlôet ; ô véza ma hon eûz péc’het a-éneb ann Aotrou hon Doué, nî hag hon tadou, adaleg hor iaouan̄ktiz bétég ann deiz a hiriô, ha n’hon eûz két sélaouet mouéz ann Aotrou, hon Doué.


————


IV. PENNAD


Reûsiou daré da gouéza war Jéruzalem.


1. Mar trôez, Israel, émé ann Aotrou, distrô ouz-in. Mar tennez da wallou a zira-z-oun, na vézi két kéflusket.

2. Ha té a douô : Béô eo ann Aotrou, gan̄t gwirionez, ha gan̄t barnédigez, ha gan̄t reizded ; hag ar brôadou a vennigô anézhan̄, hag hé veûlo.

3. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou da dûd Juda ha Jéruzalem : Névézit hô touar-éhan, ha na hadit két war ann drein.

4. Bézit emwadet d’ann Aotrou, ha tennit pôd-mézen hô kalounou, tûd Juda, tûd Jéruzalem ; gan̄d aoun na darzché va buanégez ével tân, ha na zeûjé da leski, hép ma helled hé mouga, enn abek da zrougiez hô ménosiou.

5. Embannit é Juda, ha rôid da glevout é Jéruzalem, komzit, ha sonit ar c’horn-boud dré ann douar ; garmit kaer, ha livirit : En em strollit, ha déomp er c’hériou kré.

6. Savit ar bannier é Sion. En em grévait, ha na arzaôit két, râk mé a zigasô drouk eûz ann han̄ter-nôz, hag eur gwastadur brâz.

7. Saved eo al léon eûz hé géô, ha diskolper ar brôadou a zô enn hé zâ ; éad eo er-méaz euz hé vrô, évit lakaad da zouar enn eunn distrô ; da gériou a vézô disman̄tret, hép ma choumô dén enn-hô.

8. Dré-zé likiit gourizou-reûn war hô trô, gwélit ha iouc’hit ; râk buanégez froudennuz ann Aotrou né két distrôet diwar-n-omp.

9. Hag enn deiz-zé, émé ann Aotrou, kaloun ar roué, ha kaloun ar brin̄sed a vézô man̄tret ; ar véléien a vézô spoun̄tet, hag ar broféded a vézô saouzanet.

10. Ha mé a lavaraz : Allas, allas, allas, Aotrou Doué ! Ha touellet éc’h eûz éta ar bobl-man̄, ha Jéruzalem, ô lavarout : Ar péoc’h hô pézô ; ha chétu ar c’hlézé a ia da doulla béteg hô éné.

11. Enn amzer-zé é vézô lavaret d’ar bobl-man̄ ha da Jéruzalem : Eunn avel leskidik a c’houéz é hen̄chou distrô merc’h va fobl, nann évit niza nag évit skarza.

12. Eunn avel leûn a zeûi ac’hanô étrézeg enn-oun ; ha neûzé é rôinn da anaout d’ézhô va barnou.

13. Chétu é savô ével eur c’hoabren ; hé girri a vézô ével eunn arné ; hé gézek a vézô skan̄voc’h égéd ann éred ; gwâ nî ; râg gwastet omp.

14. Gwalc’h da galoun a zrougiez, Jéruzalem, évit ma vézi salvet : bété pégeit é choumô enn-od ar gwall vénosiou ?

15. Râg eur vouéz a rô kelou eûz a Zan, hag a rô da anaout ann idol a zô war vénez Éfraim.

16. Livirid d’ar brôadou : chétu eo bét klévet é Jéruzalem pénaoz é teû gwarded eûz a eur vrô bell, péré en em daolô gan̄t garmou brâz war gériou Juda.

17. Ével diwallerien ar parkou é rain̄t ann drô anézhi ; ô véza é deuz va héget, émé ann Aotrou.

18. Da hen̄chou ha da vénosiou hô deûz gréat kémen̄t-sé d’id ; da zrougiez eo, péhini a zô c’houerô, hag a ia bété da galoun.

19. Va c’hôv, va c’hôv a zô leûn a