Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/676

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
674
apokalips pé disrével

Chétu pétrâ a lavar Mab Doué, péhini en deûz daou-lagad ével eur flamm tân, ha treid ével arm :

19. Anaoud a rann da ôberiou, ha da feiz, ha da garan̄tez, ha da zervich, ha da habaskded, ha pénaoz da ôberiou zivéza a zô bét gwelloc’h égéd ar ré gen̄ta.

20. Hôgen eunn dra-bennâg em eûz da réhecha d’îd, pénaoz é lézez Jézabel, péhini a gémer ann hanô a brofédez, da gélenna ha da douella va servicherien, oc’h hô lakaad da gouéza er c’hadélez, ha da zibri eûz ar boéd gwéstlet d’ann idolou.

21. Ha mé em eûz rôed amzer d’ézhi da ôber pinijen, ha né két felled d’ézhi kaout keûz eûz hé gadélez.

22. Chétu éz ann d’hé gâs war hé gwélé ; hag ar ré a gouéz enn avoultriez gan̄t-hi, a vézô glac’haret-brâz, ma na réont kéd a binijen eûz hô ôberiou.

23. Lakaad a rinn da vervel hé bugalé, hag ann holl Ilizou a wezô pénaoz eo mé eo ann hini a c’houiḻ ann digroazel hag ar c’halounou : hag é rôinn da bép-hini ac’hanoc’h hervez hé ôberiou. Hôgen d’é-hoc’h-hu é lavarann,

24. Ha d’ar ré all ac’hanoc’h péré a zô é Tiatira, ha na heûḻion̄t kéd ar gélénnadurez-zé, ha na anavézon̄t két dounderiou Satan, ével ma lévéron̄t, pénaoz na likiinn kéd eur béac’h all war-n-hoc’h.

25. Hôgen mirit ar péz hoc’h eûz bété ma teûinn.

26. Ha néb a vézô bét gounidek, hag en dévézô miret va ôberiou béteg ann divez, é rôinn d’ézhan̄ ar galloud war ar boblou,

27. Hag hén̄ a vérô anézhô gan̄d eur walen houarn ; hag ével Iistri prî é vézin̄t brévet ;

28. Ével ma eo bét rôed ivé d’in ar galloud gan̄t va Zâd : ha mé a rôi d’ézhan̄ ar wérélaouen.

29. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou.


————
III. PENNAD.


1. Skriv ivé da éal Iliz Sardis : Chétu pétrâ a lavar ann hini en deûz ar Spéred Doué, hag ar seiz stéren : Mé a anavez da ôberiou ; ann hanô éc’h eûz da véza béô, hag oud marô.

2. Béz évésiek, ha kréta ar ré all, péré a zô daré da vervel ; râk na gavann kéd da ôberiou leûn dirâk va Doué.

3. Az péz koun éta eûz ar péz éc’h eûz digéméret ha klevet ; mir-hén̄, ha grâ pinijen. Râk ma na veḻez két, é teûinn ével eul laer : ha na wézi két pé da beur é teûinn.

4. Béz’ éc’h eûz koulskoudé é Sardis eur ré-bennâg, péré n’hô deûz két saotret hô diḻad ; hag hi a gerzô gan-én̄ gwisket é gwenn, ô véza ma in̄t dellézek.

5. Néb a vézô gounidek, a vézô ével-sé gwisket gan̄d diḻad gwenn, ha na laminn kéd hé hanô eûz al levr a vuez, hag éc’h an̄savinn hé hanô dirâk va Zâd, ha dirâg hé élez.

6. Néb en deûz diskouarn, ra zélaouô ar péz a lavar ar Spéred d’ann Ilizou.

7. Skrîv ivé da éal Iliz Filadelfia : Chétu pétrâ a lavar ann hini a zô San̄t ha Gwirion, ann hini en deûz alc’houez David ; péhini a zigor, ha dén na zerr ; péhini a zerr ha dén na zigor ;

8. Mé a anavez da ôberiou. Chétu em eûz digored d’îd eunn ôr, ha na hell dén da zerra ; ô véza ma éc’h eûz nébeûd a ners, ha ma éc’h eûz miret va gér, ha n’éc’h eûz két dian̄savet va hanô.

9. Chétu é kasinn d’îd lôd eûz ar ré a zalc’h sinagog Satan, eûz ar ré a lavar in̄t Iuzevien, ha n’in̄t két, hôgen a zô gaouiaded. Hô lakaad a rinn da zon̄d d’en em strin̄ka d’az taoulin, hag é wézin̄t pénaoz é karann ac’hanod.

10. Dré ma éc’h eûz miret gér va habaskded, az mirinn ivé diouc’h heur ann arnod, a dlé don̄d er béd holl évid arnodi ar ré a choum war ann douar.

11. Chétu é teûinn abars némeûr :