Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/628

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
626
ken̄ta lizer san̄t paol abostol

16. Hôgen trugarez em eûz kavet, évit ma tiskouézfé Jézuz-Krist da gen̄ta enn-oun hé holl habaskded, évit béza da skouér d’ar ré a grédô enn-han̄, évit gounid ar vuez peûr-baduz.

17. Da Roué ann amzerioü, peûr-baduz, diwéluz, da Zoué hép-ken, ra vézô énor ha gloar enn amzeriou ann amzeriou. Amen.

18. Ar gourc’hémenn-man̄ a rôann d’îd, va mâb Timotéuz, évid, hervez ann diouganou ken̄ta diwar da benn, ma stourmi enn-hô euz a stourm mâd,

19. O kaoud ar feiz hag eur goustian̄s vâd, péhini ô véza bét pelléet gan̄d hiniennou, en deûz hô lékéat da ben̄séa é-kén̄ver ar feiz ;

20. Eûz a béré eo Himénéuz hag Aleksan̄dr, péré em eûz rôed da Zatan, évit ma teskin̄t na dléeur két toui-Doué.


————
II. PENNAD.


1. Pidi a rann éta stard abars kémen̄t trâ, ma vézô gréat goulennou, pédennou, gwéstlou, trugarézou évid ann dûd holl :

2. Évid ar Rouéed, hag ar ré holl a zô er c’hargou uc’hel, évit ma rénimp eur vuez péoc’huz ha sioul, é pép karan̄tez Doué hag é pép glanded.

3. Râk kémen̄t-sé a zô mâd hag hétuz dirak Doué hor Salver,

4. Péhini a fell d’ézhan̄ é vé salvet ann holl dûd, hag é teufen̄t da anaoud ar wirionez.

5. Râk n’eûz néméd eunn Doué, hag eunn hantérour étré Doué hag ann dûd, Jézuz-Krist dén,

6. Péhini a zô en em rôed hé-unan évid dasprénadurez ann holl, é testéni euz hé amzeriou.

7. Évit-sé eo ounn bét lékéad da Brézéger ha da Abostol (ar wirionez a lavarann, ha na lavarann kéd a c’hevier), ha da Zesker ar Jen̄tiled er wirionez.

8. Mé a fell d’in éta é pédfé ann dûd é pép léac’h, ô sével daouarn c’hlân héb buanégez hag hép strîv ;

9. É pédfé ivé ar merc’hed gan̄d diḻad déread, kempennet gan̄d méz-fûr ha gan̄t poell, ha nann gan̄t bléô tortiset, na gan̄d aour, na gan̄t perlez, na gan̄d diḻad koustuz braz ;

10. Hôgen gan̄d ôberiou mâd, ével ma téré out merc’hed péré hô deûz doujan̄s Doué.

11. R’en em zalc’hô ar vaouez war daô hag é pép sen̄tidigez pa gélenneur anézhi.

12. Na aotréann két d’ar merc’hed kélenna, na kémérout galloud war hô ézec’h ; hôgen choum war daô.

13. Râg Adam a zô bét gréat ar c’hen̄ta, ha goudé Éva.

14. Hag Adam né két bét touellet ; hogen ar c’hrég goudé béza bét touellet, a zô kouézed enn dizen̄tidigez.

15. Koulskoudé é vézô salvet dré ar vugalé a lakai er béd, ma hô laka da choum er feiz, er garan̄tez, er zan̄télez hag er poell.


————
III. PENNAD.


1. Eunn dra wir eo : Mar c’hoan̄ta eunn dén ann Eskopded, é c’hoan̄ta eunn ôber mâd.

2. Réd eo éta da eunn Eskop béza didamall, béza bét eur c’hrég hép-kén, béza poellek, fûr, kempenn, glân, herberc’hiad, kélenner ;

3. Na vézet két téchet d’ar gwîn, na téar da skei, hôgen habask ; na vézet két breûtaer, na ré biz ;

4. Hôgen ra rénô ervâd hé dî hé-unan ; ra lakai hé vugalé da zouja ha da véva gan̄t pép glanded.

5. Râk ma na oar két eur ré réna hé dî hé-unan, pénaoz é hellô hén̄ prédéria Iliz Doué ?

6. Na vézet két nevez-badézet, gan̄d aoun na zeûfé da véza balc’h, ha na gouézfé enn hévélep barnédigez gan̄d ann diaoul.

7. Réd eo c’hoaz en défé eunn desténi mâd eûz ar ré a zô er-méaz eûz ann Iliz, gan̄d aoun na gouézfé er vézégez, hag é lindagou ann diaoul.

8. Ra vézô ivé ann Diagoned glân̄ ; na vézen̄t két a zaou c’hér, na téchet da éva kalz a wîn ; na glasken̄t két eur gounid mézuz.