Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/623

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
621
d’an tessalonied.

hag ar ré a vézô marô er C’hrist a zazorc’hô da gen̄ta.

17. Ha neûzé nî, péré a zô béô, hag a vézô lézet, é vézimp dizouget gan̄t-hô er goabrou, évid diambrouga ar C’hrist enn éar, hag ével-sé é vézimb bépréd gan̄d ann Aotrou.

18. Ével-sé en em zizoan̄it ann eil égilé gan̄d ar geriou-zé.


————
V. PENNAD.


1. Hôgen, va breûdeûr, diwar-benn ann amzeriou hag ar prédou, né két réd é skriffenn d’é-hoc’h.

2. Râg c’houi a oar ervâd hoc’h-unan pénaoz deiz ann Aotrou a dlé don̄t ével eul laer enn nôz.

3. Râk pa livirin̄t : Chétu émomp é péoc’h, hag é diwall, neûzé é c’hoarvézô gan̄t-hô eunn disman̄t téar, é-c’hîz ma c’hoarvez ar gwen̄trou gan̄d eur c’hrég vrazez, ha na hellin̄t két tec’hout.

4. Hôgen c’houi, va breûdeûr, n’émoc’h két enn dévalien, évit béza barket gan̄d ann deiz-zé ével gan̄d eul laer.

5. C’houi a zô holl bugalé ar goulou ha bugalé ann deiz : n’omp két bugalé ann nôz, nag ann dévalien.

6. Na gouskomp kéd éta ével ar ré all ; hôgen beliomp ha bézomp poellek.

7. Râg ar ré a gousk, a gousk enn nôz ; hag ar ré a vezv, a vezv enn nôz.

8. Hôgen nî, pa’z omp bugalé ann deiz, bézomp poellek ; gwiskomp évid harnez ar feiz hag ar garan̄tez, hag évit tôg espéran̄s ar zilvidigez ;

9. Râk Doué n’en deûz két hon dilennet évit teûrel hé vuanégez war-n-omp, hogen évit ma kavimp ar zilvidigez dré hon Aotrou Jézuz Krist.

10. Pehini a zô marô évid-omp ; évit pé é veḻimp, pé é kouskimp, ma vévimp kévret gan̄t-han̄.

11. Râk-sé en em fréalzit ann eil égilé, ha rôit skouér-vâd ann eil d’égilé, ével ma rît.

12. Hôgen ni hô péd, va breûdeûr, da anaoud ar ré a labour enn hô touez, a rén ac’hanoc’h hervez ann Aotrou, hag a gélenn ac’hanoc’h,

13. Évit ma hô pézô muioc’h a garan̄tez évit-hô enn abek d’hô labour : hô pézet ar péoc’h gan̄t-hô.

14. Hôgen nî hô péd, va breûdeûr, kélennit ar ré zireiz, fréalzit ar ré zoaniet, skorit ar ré wân, bézid habask é-kén̄ver ann holl.

15. Likid évez na zistaolfé dén ann droug da eunn all : hôgen grît vâd bépréd ann eil d’égilé, ha d’ann holl.

16. Bézit laouen bépréd.

17. Pédid héb éhan.

18. Trugarékait é pép trâ ; râg ioul Doué eo é rajac’h holl kémen̄t-sé é Jézuz-Krist.

19. Na vougit két ar Spéred.

20. Na zisprizit két ann diouganou.

21. Arnodit pép-trâ : dalc’hit ar péz a zô mâd.

22. En em virit diouc’h doaré a zrouk.

23. Ann Doué a béoc’h ra ran̄télô hé-unan ac’hanoc’h é pép-trâ ; évit ma en em virô didamall kémen̄d a zô enn-hoc’h, hô spéred, hoc’h éné hag hô korf da zonédigez hon Aotrou Jézuz-Krist.

24. Ann hini en deûz hô kalvet a zô gwîrion : hag hén̄ eo a rai kémen̄t-sé enn-hoc’h.

25. Va breûdeûr, pédid évid-omp.

26. Saludid hon holl vreûdeûr enn eunn aff san̄tel.

27. Mé hô péd dré ann Aotrou, ma vézô lennet al lizer-man̄ d’ann holl vreûdeûr san̄tel.

28. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h. Amen.



————