Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/601

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
599
d’ar c’halated.

dré ar C’hrist, ma vemp kavet ivé péc’herien, hag ar C’hrist a vé ministr ar péc’hed ? Doué ra virô.

18. Râk ma savann a nevez ar péz em eûz diskaret, ével torrer al lézen en em likiinn.

19. Hôgen marô ounn d’al lézen dré al lézen hé-unan, évit na vévinn mui néméd évid Doué. Staged ounn bét oud ar groaz gan̄d ar C’hrist.

20. Hag é vévann, pé gen̄toc’h né két mé a vév, hôgen ar C’hrist eo a vév enn-oun. Ha mar bévann bréman̄ er c’hik, é vévann é feiz Mâb Doué, péhini en deûz va c’haret, hag a zô en em rôed hé-unan évid-oun.

21. Na zistaolann két grâs Doué. Râk mar teû ar wirionez dré al lézen, ar C’hrist a zô éta marô évit nétrâ.


————
III. PENNAD.


1. O Galated diskian̄t, piou en deûz hô strôbinellet évit ma teûfac’h dizen̄t d’ar wirionez, c’houi dirâk daou-lagad péré eo bét disrévellet Jézuz-Krist ével pa vijé bét staget oud ar groaz enn hô touez ?

2. Eunn dra hép-kén a fell d’in da c’houzout diouz-hoc’h : ha dré ôberiou al lézen eo hoc’h eûz digéméret ar Spéred-San̄tel, pé dré ar feiz hoc’h euz klevet ?

3. Ha diskian̄t a walc’h oc’h-hu, évit, goudé béza déraouet dré ar Spéred, é teûfac’h bréma da beûr-ôber dré ar c’hîk ?

4. Hag enn-aner eo hô pézô gouzan̄vet kémen̄t ? Mé a gréd né vézô kéd enn-aner.

5. Ann hini a rô d’é-hoc’h ar Spéred, hag a ra burzudou enn hô touez, hag hén̄ her grâ dré ôberiou al lézen, pé dré ar feiz hoc’h eûz klevet ?

6. Ével ma eo skrivet : Abraham a grédaz é Doué, hag hé feiz a oé nivéret d’ézhan̄ ével gwirionez.

7. Gwézit éta pénaoz ar ré a zô bugalé ar feiz, a zô ivé bugalé Abraham.

8. Ével-sé Doué ô râg-gwélout er Skritur pénaoz é tidamalché ar boblou dré ar feiz, a réaz ann diougan-man̄ da Abraham : Ann holl boblou eûz ann douar a vézô benniget enn-oud.

9. Dré-zé ar ré en em skoazel war ar feiz, a zô benniget gan̄d Abraham ar féal.

10. Hôgen piou-bennâg en em skoazel war al lézen, a zô dindân ar valloz ; pa eo skrivet : Milliget ra vézô kémen̄d hini na vîr két kémen̄d a zô skrivet é Levr al lézen.

ll. Hag anad eo pénaoz dén n’eo didamallet dré al lézen dirâk Doué ; râg ann dén gwirion a vév dré ar feiz.

12. Hôgen al lézen n’en em skoazel két war ar feiz ; hôgen néb a virô ann traou-man̄, a vévô enn-hô.

13. Ar C’hrist en deûz hon dasprénet eûz a valloz al lézen, ô véza ma eo en em c’hréat malloz évid-omp ; ével ma eo skrivet : Milliged eo néb a zô krouget oud ar prenn ;

14. Évit ma teûje bennoz Abraham war ar Jentiled é Jézuz-Krist, ha ma tigémerchemp dré ar feiz ar Spéred diouganet.

15. Va breûdeûr (hervez eunn dén é komzann), pa en deûz eunn dén gréad eur marc’had dré skrîd, hag hén̄ krétéet mâd, dén na zispriz anézhan̄, ha na’z a dreist.

16. Doué en deûz rôed hé c’hér da Abraham, ha d’hé wenn. Na lavar két : Ha d’hé wennou, ével pa fellfé d’ézhan̄ komza eûz a veûr a hini ; hôgen, ha d’hé wenn, da lavaroud eo, da unan eûz hé wenn, péhini eo ar C’hrist.

17. Ar péz a fell éta d’in da lavarout eo pénaoz eo bét krévéet ar gévrédigez gan̄d Doué, ha pénaoz al lézen péhini n’eo bét rôet némét pevar c’hant bloaz ha trégon̄t goudé, na hell két béza bét lamet gan̄t-han̄ évid hé lakaad da derri hé c’hér.

18. Râk mar d-eo dré al lézen eo rôed ann digouéz d’é-omp, n’eo mui éta dré ar gwéstl. Hôgen dré ar gwéstl eo en deûz Doué hé rôed da Abraham.

19. Pétrâ éta eo al lézen ? Lékéad eo évid anaout ar gwallou a réad oc’h hé zerri, bété ma teûjé ar wenn da béhini é oa diouganet. Hag al lézen-