Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/596

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
594
eil lizer san̄t paol abostol

18. Pa en em veûl meûr a hini hervez ar c’hîk, mé en em veûlô ivé.

19. Râg gouzan̄vi a rîd ar ré ziskian̄t, pa’z oc’h fûr hoc’h-unan.

20. Gouzan̄vi a rît zô-kén é teûfé eur ré d’hô lakaad é sklavérez, d’hô tibri, da géméroud hô trâ, d’hô tigémérout gan̄t balc’hder, da skei war hô tremm.

21. Em méz hel lavarann, ô véza ma selleur ac’hanomp ével ré wan é-kén̄ver ann dra-zé. Hôgen pa éz eûz unan-bennâg hag a zô her (gan̄d diboell é komzann), mé a vézô her ivé.

22. Hag Hébréed in̄t-hi ? Ha mé ivé. Hag Israélited in̄t-hi ? Ha mé ivé. Hag eûz a wenn Abraham in̄t-hi ? Ha mé ivé.

23. Ha Ministred ar C’hrist in̄t-hi (ével eunn dén diskian̄t é komzann) ? Ha mé ivé mui égét-hô. Mui a labour em euz gréat ; mui a daoliou em euz bét ; mui a vac’hiou em eûz gouzan̄vet ; aliesoc’h ounn bét daré da vervel.

24. Digan̄d ar Iuzevien em eûz bét é pemp gwéac’h, daou-ugen̄t taol skourjez némed unan.

25. Teir gwéach ounn bét kannet gan̄t gwial ; eur wéach ounn bét labézet ; teir gwéach em eûz gréat pen̄sé ; eunn nôzvez hag eunn dervez ounn bét é gwéled ar môr.

26. Aliez ounn bét enn ergersiou é-gwall war ar steriou, é-gwall a berz al laéroun, é-gwall a berz tud va brô, é gwall a berz ar Jen̄tiled, é-gwall er chériou, é-gwall enn distrô, é-gwall war ar môr, é-gwall é-touez falz vreûdeûr :

27. En em gaved ounn el labour hag er skuizder, é kalz a zihunou, enn naoun hag er séc’hed, é kalz a iunou, er iénien hag enn noazded :

28. Ouc’h-penn ar poaniou-zé, péré a zô a ziavéaz, va géfridi pemdéziek, ar préder em eûz eûz ann holl Ilizou.

29. Piou a zô gwân, hép ma wanann gan̄t-han̄ ? Piou a gémer gwall-skouér, hép ma loskann ?

30. Mar d-eo réd en em veûli, mé en em veûlo eûz va foaniou.

31. Doué Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini a zô benniget enn holl amzeriou, a oar pénaoz na lavarann kéd a c’hevier.

32. É Damaz, ann hini a ioa penn-brô évid ar Roué Arétaz a lékéa tûd é kéar, évit va c’hémérout :

33. Hôgen diskennet é oenn dré eur prénestr enn eur gést a-héd ar vôger, hag ével-sé é tec’hiz dioud hé zaouarn.


————
XII. PENNAD.


1. Mar d-eo réd en em veûli (ha né kéd déréad hé ôber), é teûinn bréma d’ar gwélédigésiou ha d’ann diskleriaduriou eûz ann Aotrou.

2. Anaoud a rann eunn dén er C’hrist, péhini a oé skrapet ouc’h-penn pevarzék vloaz zô (mar boé gan̄d hé gorf, pé mar boé héb hé gorf, na ouzonn két, Doué a oar), a oé skrapet bété ann trédé Én̄v.

3. Ha mé a oar pénaoz ann dén-zé (mar boé gan̄d hé gorf, pé mar boé héb hé gorf, na ouzonn két, Doué a oar),

4. A oé skrapet er baradoz ; hag é klevaz énô komsiou kuset, ha né kéd aotréed da eunn dén hô lavarout.

5. Mé a hellfé en em veûli ô komza eûz a eunn dén ével-sé : hôgen évid-oun-mé na fell d’in en em veûli néméd eûz va foaniou.

6. Râk ma fellfé d’in en em veûli, na venn két diskian̄t ; râg ar wirionez a lavarfenn : hôgen en em zerc’hel a rann, gan̄d aoun na zeûfé eur ré da brizout ac’hanoun enn tû all d’ar péz a wél enn-oun, pé d’ar péz a glev diwar va fenn.

7. Ha gan̄d aoun na zeûfé ar brasder eûz ann diskleriaduriou da uc’hélaad ac’hanon, eo bét rôed d’in eur broud em c’hîk, péhini eo éal Satan, évit va c’harvanata.

8. Râk-sé em eûz pédet teir gwéach ann Aotrou, évit ma tec’hché hen-nez diouz-in :

9. Hag hén̄ en deûz lavared d’in : A-walc’h eo d’îd kaout va c’hrâs ; rak va ners a wella er gwanded. En em veûli a rinn éta a galoun vâd em